Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
361
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

impalaer war e du mat, hag e c’hellas ar Galian dizaon en em denna kuit yac’h ha salo.


Eun nebeut skeudennou Kelted. — Ar skeudenni-mañ eus eun nebeut Kelted, linennet diouz ar skrivagnerien eus an Hen-amzer a dalvo da glokaat an notennou a-ziaraok diwar-benn temz-spered ar Gelted koz.

Olonikos, pe Salonikos, roue ar Geltibered (IIet kantved kent H. S.), a oa war eun dro ijinus ha her kenañ. Gantañ, hejet en e zourn, eur goaf arc’hant a lavare en doa bet eus an Neñv, e treveze an den-Doue, ken m’en devoa dedennet a-du gantañ an holl speredou. War a anzav Florus, e vije bet anezañ eur gwall-enebour d’ar Romaned. Nemet e voe kollet dre re vras herder. Gantañ eur c’heneil hepken, ez eas eun nozvez e-kreiz kamp ar Romaned, gant an dezo, emezo, da laza o fengadour. Gwelet e voe gant eur gward a rae ged e-harz an dinell ha lazet gant eun taol goaf-bann. E geneil a gouezas ivez, hag ar penrener roman a reas trouc’ha ar pennou anezo, o sañka e beg eur goaf hag o c’has d’ar Geltibered gant prizonidi kenvro ganto.

Er c’henta kantved goude H. S., Marikos, eur Bog [1] eus an izela renk, a gemeras warnañ beza eun doue ; aloubet gantañ ano an doue-se e rôe da gredi e tisyeoie Galia. Eiz mil den en devoa bodet endeo, hag e venne kevrennadou eus brôad an Aedued en em unani gantañ. Difrae an uhelidi c’halian, bodet en Augustodunon, a lakas termen d’ar stourmadenn. Ganto eur vandennig soudarded roman, e teujont aes a-benn eus ar goueriaded armet fall a oa anezo armead Marikos hag e kemerjont hemañ. An impalaer e daolas da breiz d’al Ioened gouez er c’helc’hva, hogen n’houle ket al loened tostaat outañ. Sebezet-holl, e youc’he tud ar werin e oa-heñ e gwirionez, eun doue, pa reas an impalaer e laza gant e soudarded.

Ar Gresian Polubios, n’heller ket nemeur diskredi warnañ e vije bet douget d’ar Gelted, a ro meuleudi da Gavaros, roue Tula. Eun den mat e oa, emezañ, d’ezañ menoziou uhel, ha dellezek eus ar roueelez e gwirionez. Pa zeuas da

  1. Boged Galia a oa anezo eur boblad vihan sujed d’an Aedued. Diskenn a raent eus enbroidi o doa kuitaet kreiz an Europ e 58 kent H. S. da heul an Helveted.