Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/360

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
360
notennou diwar-benn ar gelted koz

meur a eilgeriadenn prim ha lemm. Setu amañ hiniennou anezo :

Ar Romaned, sichet gant Brennos e-barz ar C’hapitol, a brenas distro ar Gelted evit mil livr aour. Pa voe pouezet priz ar marc’had-se, e klemmas taer ar Romaned dre ma rae ar Gelted gant poueziou gaou. Kerkent Brennos a lakaas ouspenn pouez eur c’hleze en eur lavarout goapaus : « Gwa d’ar re drec’het (Væ victis !) »

Da Aleksander-Veur o c’houlenn outo : « Petra a zoujit-hu dreist da bep tra all er bed ? » e respontas kannaded ar Gelted : « Netra nemet e kouezfe an oabl. Evelato », a stagjont, « e prizomp meurbet mignoniez eun den eveldout. »

Crassus, o vont da vrezeli ouz ar Barthed a dremenas dre C’halatia e-Iec’h e welas ar roue Deiotaros a lakae e boan da sevel eur gêr nevez, hag heñ deut tre war an oad. — « Penaos, va friñs », emezañ, « staga a rit da sevel eur gêr d’an daouzekvet eur eus an deiz ! » — « Ha c’houi end-eeun », eme Zeiotaros, « ne luskit ket re abred da vrezeli ouz ar Barthed. » Crassus a oa neuze en e dri-ugent vloaz hag a ziskoueze beza kosoc’h c’hoaz.

Herder-natur ar Gelted a vire outo da veza paket berr er plegennou an diaesa :

Kent argadi Makedonia, e kasas Belgios hiniennou eus e dud evit kinnig ar peoc’h d’ar roue Ptolemaios Keraunos, mar karje e brena a briz aour. Ar roue a savas droug bras ennañ hag a zisklerias n’hallje beza meneg a beoc’h etrezañ hag ar Gelted ken na rojent da ouestl o armou hag o renerien. Ar gannadourien geltiat a zirollas da c’hoarzin hag a respontas : « Bremaik e weli, roue, pe evit da vad da-unan pe evit hon hini hon eus kinniget d’it ar peoc’h. »

An impalaer Caligula, den kriz ha diskiant, en devoa empennet, e-pad m’edo o chom e Galia (39-40 goude H. S.), en em wiska e doue Yaou ha lenn an Tonkadur diwar eur gador-varn uhel, e-kreiz leur-gêr vras Lugudunon. Eur c’hoz kereour keltiat a dreuzas an engroez da zenesaat ha, paret e sellou war an impalaer, e vane difiñv, evel batet. Stad ennañ o welout ar sebez-se, a grede e oa heñ kiriek d’ezañ dre e veurdez dreist-natur, Caligula a c’halvas ar Galian da zont e-harz e dron hag a c’houlennas outañ hegarat : « Ac’hanta, petra a gav d’it ez oun-me ? » — « A gav d’in », eme egile, « ez out eur bras a benn-diboell. » — Edo, en deiz-se, an