Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/359

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
359
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

Iwerzon. Goude en em ganna kalonek, e tizas ar brezelour brudet Conal Cernach tec’hel diouz ar c’hreñvlec’h, leun e gorf a c’houliou. Kerzout a reas ken na zegouezas dirak ti e dad, en e zourn an hanter hepken eus e skoued, e gleze hag e zaou gaison [1] a dammou. E dad, Amorgen Bleo-houarn, a gavas dirak toull e zor e Taltiu.

— « Buan ar chas o deus da hemolc’het, mab ! » a lavaras e dad.

— « Setu gant petra omp bet gloazet, kadour koz : eur garo a grogad ouz brezelourien », a eilgerias Conal Cernadi.

— « Ha kelou a zo ganez eus kastell Da Derga ? » a c’houlennas Amorgen. « Ha beo eo da aotrou ? »

— « Beo n’eo ket ! » a lavaras Conal.

-— « Me a dou da Zoue pez a dou meuriadou meur an Uladed [2] : digalon an den a zo aet beo ac’hano, o lezel e aotrou o vervel gant e enebourien en-dro d’ezañ. »

-— « N’eo ket gwenn va gouliou, kadour koz », eme Gonal Cernach.

Hag e tiskouezas d’ezañ e vrec’h a zouge ar skoued, a oa enni teir gwech hanter-kant gouli. Ar skoued he golôe eo en devoa he miret ; ar vrec’h zehou, avat, hounnez he doa degemeret an holl daoliou hag e oa, ar vrec’h-se, dispennet ha muturniet ha gloazet ha pistiget ken n’oa ken nemet an elvou anezi a gement he dalc’he c’hoaz stag ouz ar c’horf.

— « Ar vrec’h-se he deus en em gannet henoz, mab », eme Amorgen.

— « Gwir eo, kadour koz », eme Gonal Cernach. « Stank ar re m’he deus skuilhet d’ezo eun evaj a varo en noz-mañ ouz toull-dor ar c’hastell. »

Dirak e-leiz a selaouerien hag en darvoudou lidus bras, m’edont enaouet gant ar vreutadeg pe gentraouet gant ar gounid, e prezegenne ar Gelted hir hag aes souezus. Boazet ma ’z oant d’eun doare-prezeg skeudennus, e kavent neuze dre gant ha kant troiou birvidik ha sebezus, ken evit meuli hag uhelaat o dellid-i o-unan, ken evit goapaat ha disteraat o enebourien. War an dachenn-vrezel, kent en em ganna, e veule ar ben-vrezelourien taoliou-kaer o zadou koz hag o foblad hag e kunujennent an enebour.

Skrivagnerien an Hen-amzer o deus lakaet war ar Gelted

  1. En iwerzoneg a da gai.
  2. En iwerzoneg tongu da Dia toingthe morthuatha Ulad.