Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/355

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
355
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

anezo d’ar bleizi ha d’ar guped [1]. P’en devoe Purrhos, roue Epeir, aloubet Makedonia (274 kent H. S.), e warnizonas e soudarded er c’hêriou penna ha kêrbenn koz ar rouantelez, e-Iec’h m’edo beziet ar roueed, a zegemeras Kelted. Ar re-mañ o klevout e oa bet ar roueed vakedonian sebeliet gant dilhad pinvidik ha traou prizius, a zigoras ar beziou, o gwastas hag a stlapas en avel relegou ar rouanez.

Diouz eun tu gant an tamalladur a zizoueüsted savet ouz ar Gelted e c’heller lakaat ar skouer-mañ a zo bet miret d’eomp gant eur skrid iwerzoniat eus ar Grenn-amzer. Drouized Iwerzon a lavare e oa i o doa graet an oabl, an douar hag ar mor, an heol hag al loar. Eur gredenn goz n’oa ken, degemeret gant meur a bobl, hag a gelenn e oa ar Beleg a-raok ar bed hag en deus krouet anezañ dre an azeulerez hag an huderez. Diwar an oadvez pagan zoken he dije kavet ar gelennadurez-se tud da ziskredi warni. Ar roue-meur Korbomaqos mab Artos (maro e 258 goude H. S.) a voe unan eus ar re a nac’has kredi. Eun Iwerzoniad all, brudet dre e skiant reiz, en dije lavaret d’an drouized : « Grit ma paro an heol hag al loar d’an Hanternoz da sklerijenni tud ar bed hag e kredimp neuze ez eo gwir kement a livirit. »


Ar garantez bro, gouenn ha meuriad. — Ar garantez-vro n’helle ket beza gwall-greñv e-touez poblou ha n’oant ket, an darnvuia anezo, diazezet er broiou, ma vevent er c’henta kantved kent H. S., nemet eun nebeut remziou a oa, hag o devoa tremenet en a-raok a lec’h da lec’h, hag int o virout an eñvor eus an holl divrôadennou-se. Dre an niver souezus a c’hopr-soudarded a skuilhas Keltia, e-doug meur a gantved, war ar Spagn, an Itali, ar C’hres, enezennou ar mor Kreizdouarek, Afrika an Hanternoz hag Azia ar C’huz-heol, e weler pegen diliamm e oa ar Gelted diouz o bro c’henidik.

  1. Pez a veze tremenet da dra fall gant ar C’hresianed neuze, a veze kavet mat gant poblou-all a ouenn wenn, pe gempred d’ezo pe gosoc’h egeto, indezeuropek pe nann-indezeuropek, ken en Europa, ken en Azia. Hennez eo hizio c’hoaz meno ar Barsïed ha Tïbetiz. Tra dic’hlan ar c’horf maro, hervezo. Ganti e vefe saotret an douar, an dour hag an tan. Setu perak e vez laosket da breiz d’ar c’hon ha d’ar bleizi, pe wintet war eur chafod ha kinniget d’an evned. Eur wech digiget ha nêtaet an eskern, e vezont dastumet peurliesa ha klenket en eun « askornaoueg ». L. de La Vallée-Poussin, Indo-européens et Indo-iraniens : l’Inde jusqu’en l’an 300 avant J.-C., 1924, pp. 74-5, danevell ha notennou (a bouez bras) ; Supplément, 1936, pp. 364, 274-5 (ha n. 3, p. 374).