Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/356

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
356
notennou diwar-benn ar gelted koz

Ar garantez-ouenn n’oa ket, moarvat, dizanav d’ar Gelted koz. An holl C’halianed a lavare diskenn eus doue ar maro. Iwerzoniz a anaveze da dad d’ezo Miles, mab Belios [1], ha tarzet eo Belios, evit doare, eus ar wrizien bel « mervel ». An hevelep kredenn a dlee beza e-touez Kelted ar broiou all. Ha d’ezo beza disrann, ar Gelted diazezet du-mañ du-hont a ziskouez a-walc’h beza dalc’het koun eus o c’herentiez. Er bloaz 218 kent H. S. e teuas ar gannadourien roman davet meuriadou keltiek kreisteiz Galia evit alia anezo da herzel ouz Hannibal da dremen. Eilgeriet e voe d’ezo n’o devoa bet ar C’halianed na mad a-berz ar Romaned na gaou a-berz Karthadiz ma kemerfent an armou pe evit Roma pe ouz Karthada, nemet e ouient e oa tud a ouenn ganto argaset diouz an holl Itali gant ar Romaned ha gwasket gant tailhou ha heskinerez. — Philippos, roue ar Vakedonia, graet gantañ e venoz da vont d’ar Romaned betek en Italia a c’houlennas skoazell ar Vastarned. Berra hent d’ar mor Adriatik a dreuze bro ar Skordisked hag edo e gortoz e lezje ar re-mañ ar Vastarned da dremen, dre ma oant heñvel outo a yez hag a c’hiziou, ha zoken en em unanjent ganto laouen a-walc’h.

Breiziz a gasas skoazell d’ar C’halianed e-pad ar brezeliou a renkas ar re-mañ embreger ouz Kaesar e 57 ha 58. E 55, Kaesar, o prienti e argadenn ouz enez Vreiz, a c’halvas d’e gaout eun niver a varc’hadourien c’halian ; goulenn a reas outo pet poblad a oa en enezenn, pet a vrezelourien a c’hellent kas d’an emgann, petore giz-vrezelekaat a veze ganto, pere e oa ar porziou aesa da zegemerout kalz a listri bras. D’an holl c’houlennou-se e reas ar varc’hadourien a-ratoz kaer respontou luziet ha lavar-dislavar na zeskas Kaesar netra diouto, hag, e kuz, e rejont diskulia da Vreiziz ar gwall a oa ouz o gourdrouz.

Ar garantez-ouenn ne harzas nepred ouz ar brezeliou etre poblou Keltia. En hevelep doare, ar garantez-veuriad, ha hi kreñvoc’h a-bell-kaer eget ar garantez-ouenn, a voe dic’halloud ouz an dizunaniezou, emgannus alies, a save e-kreiz ar boblad. Reizet ervat, da lavarout eo lakaet da genober a-gempouez gant ar garantez-ouenn, ar garantez-veuriad he dije gallet talvout da binvidigez ha da verz-mat Keltia, dre vaga eur gendamouez frouezus etre ar poblou anezi, hep terri an

  1. En iwerzoneg Milé, mab Bilé. Ar ger keltiek Miles a rae, d’an dro-c’henel, Miletos, en iwerzoneg Miled.