Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
354
notennou diwar-benn ar gelted koz

ha ma voe paeet reiz o gopr, ma voe bitailh a-walc’h ha ma reas an Tonkadur a-du gant Karthada.

Er Spagn, kêriz Segovia, kentoc’h eget terri al lealded touet d’ar Romaned, a voe gwell ganto gouzañv an euzusa arvest ; lazadeg o gwragez hag o bugale gourc’hemennet gant al Luzitaniad Viriathos [1].

Deiotaros, roue ar C’halated, daoust d’an diouganou da veza fall pa gimiadas da gevredi gant armead Pompeius Magnus, n’houlas ket mont a-enep ar feiz hag ar garantez en doa touet d’ar bobl roman. O kerzout da zifenn frankiz ar Romaned, lakaet en arvar gant Kaesar, e ouie e rae e zlead : hennez a oa, war e veno, kalz en tu-hont d’e rouantelez ha d’e vadou.


An doujañs ouz an anaon hag an doueed. — N’heller ket diskredi war doueüsted ar Gelted. Ha, koulskoude, hiniennou eus skrivagnerien an Hen-amzer o deus tamallet d’ezo o dizeoliez.

Pa wastas Makedonia, Brennos n’espernas ket an templou. Lavarout a rae en eur c’hoapaat « ez oa an doueed pinvidik a-walc’h da rei traou d’an den krouet, hag, o veza ma tarnaouent ar madou d’an dud n’o devoa ezomm ebet anezo evito o-unan » [2].

Ar Gelted o dije diskouezet a-wechou ken nebeut a zoujañs ouz ar re varo hag ouz an doueed. Goude emgann an Thermopulou, e vanas ar C’hresianed mantret o welout na rôent d’o brezelourien lazet sebeliadur ebet hag e tilezent

  1. Da gembraeg Guriat (IXet kantved), Guriad (XIIet k.), Gwriad (breman) eo deuet an ano brudet-se, Zeitschrift für celtische Philologie, I, 1897, pp. 52-3.
  2. « An donezoner-pinvidigeziou » a zo bet unan eus an anoiou laket da Zoue gant an indezeuropegerien. Ac’hano ar sanskriteg Bhaga, an hen-berseg Baga (Bag e persianeg-breman), ar phrugianeg Bagaios, ar slaveg Bogu « Doue » (Bog e slaveg ar Balkaniou, e poloneg hag e sorbeg-izela, Boh e sorbeg-uhela hag e tchekeg, buog e polabeg). Ouspenn Bogu « Doue » en deus ar rusianeg an daou ano-gwan bogatu « pinvidik » hag ubogu « paour ». Hervez Hellmold, Chronicon Slavorum (XIIet kantved goude H. S.) e oa gant ar Slaved daou zoue, unan mat, drouk egile, hag e raent eus an hini drouk Tchernoboh « an doue du ». Mathista baganam « ar brasa eus an doueed » a vez graet eus an doue mat Ahura-Mazda, krouer an Nenv hag an Douar, war unan eus enskrivaduriou Persepolis, Baga wazarka en eun enskrivadur war vez Darius e Naqch-i-Roustem, Huart, La Perse antique et la Civilisatian iranienne, 1925, p. 96, n. 1.