Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
353
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

ha n’helle ket stourm e-unan ouz Karthadiz, a rankas eeuna trumm an argiladenn.

En Ejipt, 4.000 Kelt, gwarnizonet e rannvro Memphis, oc’h ober o mad eus m’edo ar roue, Ptolemaios Philadelphos, dalc’het gant eur brezel ouz sujidi en em savet outañ er penn-all eus e rouantelez, a gavailhas da deurel an dourn war deñzor ar roue ha da vestronia an Ejipt-Izela. An amzer a c’houitas d’ezo da c’hallout kas o dezo da benn. Ar roue, avat, a zamglevas eun dra bennak ha, pa na grede ket o c’hastiza gant an armou, e reas d’ezo tremen, war eun digarez gwidreüs, en unan eus enezennou an Nil hag o lezas da vervel eno gant an naon [1].

E 243 kent H. S. Antiokhos Hierax (ar Sparfell), e brezel ouz e vreur Seleukos diwar benn rouantelez ar Siria, en doa gouestlaouet en e arme eur strollad mat a Gelted eus poblad an Dolistoboged. En eun emgann bras e-harz menez Taurus (Azi-Vihana) e voe faezet Seleukos hag e kreded zoken e oa lazet. Ar Gelted, pa glevjont ar brud, a ziwanas en o spered laza Antiokhos hag argadi Siria. E gortoz e oant, ma n’hellent ket he yeoa, e c’helljent, da vihana, e-skeud an dizurziou a savje gant gouenn ar rouanez kaset souden da get, he gwasta aesoc’h a se. Lakaat a rejont o dourn war Antiokhos, na zeuas a-benn da virout e vuhez nemet dre rei d’ezo e deñzor. C’hoaz, pa ne grede ket o c’has diwar e dro, e reas ganto eur feur d’o gouestlaouiñ a-nevez.

En enep, Kelted Antigonos Gonatas, roue ar Vakedonia, e servijas ez leal en e vrezeliou ouz Purrhos. Int-i hepken a zaleas an drouziwez anezañ hag, e-keit ha ma tec’he ar soudarded vakedoniat ha ma tremenent d’an enebour, e talc’hjont penn ken na voent lazet holl gwitibunan (274 kent H. S.).

Kelted Purrhos ivez a ziskouezas beza leun a lealded. Rak-se, ar roue a rae brao-dreist d’ezo, o fiziout enno, en emgann, al lec’hiou risklusa da zifenn ha, goude an trec’h, e c’hounidou-brezel brasa da virout.

E brezel ar Sikelia (261-241), ar Gelted gopraet gant Karthada a zalc’has d’ar ger divizet ez gwirion ha kalonek keit

  1. E Bithunia, ar roue, pa ziskrede war ar Gelted ec’h ijient hevelep tra outañ, a reas e venoz da ober laza an holl bennou anezo en eur bañvez bras m’o fedas d’ezañ. Kelennet e kentel, ar Gelted e ziarbennas dre e laza ouz e daol e-unan.