Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/352

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
notennou diwar-benn ar gelted koz

a rae kemend-all : ar c’hadour Setantios, lazet gantañ ar pevar sklerijenner a ziaraoge armead ar rouanez Medua, a drouc’has o fenn outo ; ar c’horfou maro, avat, a lezas war an daou garr-emgann hep lemel diouto o dilhad, o armou hag o bragereziou, hep zoken distaga ar c’hezeg. Divalo e vije bet war e veno, kemerout an holl draou-se.

Eur C’helt, anvet Kavaros, en doa aloubet, en eun argadenn vrezel, eur C’hresianez a voe degaset gantañ da sklavez en e gêr. Pried ar wreg-se a zeuas d’e gaout hag a ginnigas d’ezañ he dasprena digantañ. Ar C’helt a ziskouezas beza ostiz mat ha brokus ha ne vennas degemerout nemet eur priz-daspren izel a-walc’h. Ar wreg a reas d’he fried anzav en doa degaset kalz muioc’h a arc’hant eget m’en doa kinniget, hag hen diskuilhas da Gavaros, oc’h alia hemañ da laza hec’h ozac’h, a gasae emezi, evit laerez digantañ e vadou. Pa guitaas an den gant e wreg, goude paea an dasprenadenn anezi, e reas Kavaros eur pennadig ambroug d’ezo. Deut koulz ar c’himiad, war zigarez kinnig eur rôad d’an doueed, e reas d’ar C’hresianez derc’hel krog en aneval a oa da laza, nemet, e lec’h trouc’ha e benn d’al loen, ar vaouez an hini a zibennas. Neuze e tezrevellas d’an ozac’h trubarderez e bried hag e taskoras d’ezañ arc’hant an dasprenadenn.


Al lealded. — Skrivagnerien an Hen-amzer a zegas da skouer eun taol bennak a zislealded hag a drubarderez graet gant ar Gelted. E-pad ar brezeliou diwar-benn mestroniez ar Spagn, eun arme roman hag eun arme garthadat en em gavas, eun deiz, keñver-ouz-keñver. Ar Romaned a oa nebeut anezo, nemet o doa ganto 20.000 a Geltibered. Pengadour Karthadiz a weladennas e kuz pennou ar re-mañ hag o hoalas, gant eur yalc’had vras a arc’hant, da gas kuit ganto o brezelourien. — « Ne gavjont ket kasaüs ar c’hinnig-se », eme an danevellour roman Titus-Livius, « rak n’oa nep meneg ennañ da drei o armou ouz ar Romaned. Kinnig a raed d’ezo evit lezel ar brezel kement hag evit hen ober. Ar soudarded, gounezet gant ar spi da welout o ziegez, a voe ken aes o zrei hag o renerien. A-greiz-holl, ar Geltibered a sav diouz an douar o arouezintiou-brezel hag en em denn ac’hano hep teurvezout selaou ar Romaned a asped anezo da chom. » — Ar pengadour roman, pa oa divarrek da zerc’hel dre nerz e genvrezelidi,