Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/349

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

H. S., e teuas ar Senoned da c’hrounna Aretium, eur gêr etruskek e gwarez ar Romaned. Sened Roma a zileuras war-du ar Gelted kannadourien evit gourc’hemenn d’ezo dic’hrounna hebdale. Ne ouzer ket reiz-mat petra a c’hoarvezas en emweladenn-se : pe lavariou rok ar gannadourien a lakaas ar Gelted da vont e gouez, pe unan eus pennou ar Senoned, o kas talvout d’ezo eun dismegañs bennak graet d’ezañ e-unan, a voe kiriek d’ar gwall-zegouez. Ne vern penaos, muntret e voe ar gannadourien roman ha skignet an izili anezo, gant o saeou ha merkou o renk, en-dro da vogeriou kêr.

Buanegez ar Gelted, pa na gave ket he zu da reuzia ouz an dud, a reuzie ouz an traou. Er bloaz 114, ar Skordisked, droug enno o welout ar mor Adriatik oc’h herzel outo da gerzout war Roma, e gunujennas hag a strinkas en e donnou o goafiou-bann hag o saeziou.


Ar gerreizded (kempouezder-youlou). — Setu amañ, en dic’haou, diou zanevell o tiskouez splann e oa gouest ar Gelted a-wechou da zerc’hel war o buanegez hag o droukrañs, ha diwar gwir abeg e vijent.

Ar gannaded, dileuret gant sened Roma d’ar Gelted a c’hrounne Clusium, o doa torret ouz ar re-mañ kengwir ar poblou [1]. Pell diouz o c’hastiza, ar sened o anvas d’an enoriou. Pa glevjont kement-se, ar Gelted a savas enno droug bras. Disanka a rejont eus an douar o arouezintiou-brezel hag e kerzjont trumm war-du Roma. An engroez-se a dud, a girri hag a gezeg en em astenne er pellder war eun dachennad ec’hon-divent hag e save diouto, dre ma kerzent, eun tousmac’h heñvel ouz ar mordrouz. An dud a ziwar ar maez a dec’he razo ; re ar c’hêriou a oa mall ganto serri o doriou ha redek d’an armou. Gant euzus e oa bet an dismegañs graet d’ar Gelted, edo an holl o c’hortoz eus o ferz gwastadennou ar skrijusa. Hogen, en enep da spouron an holl, ne rejont ket a grizderiou hag ec’h en em virjont diouz pep preizerez. Pa dremenent ebiou d’ar c’hêriou, e youc’hent n’o doa ken d’ober nemet ouz ar Romaned hepken, hag e vije sellet ganto an holl boblou all evel keneiled.

Roue ar Vakedonia, Perseus, a savas c’hoant d’ezañ d’ober brezel d’ar Romaned. En em glevout a reas da gaout skoa-

  1. Sellout ouz ar pennad kenta.