Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
348
notennou diwar-benn ar gelted koz

e keit ha ma ledanae ar re barfeta anezo, gant o daouarn o-unan, ar gouliou a c’houzañvent, dre m’o c’havent mezus pa n’oant, ket a-wel a-walc’h. Goude emgann menez Magaba, e weljod ar brizonidi geltiat, droug enno ken ma eonennent, o torrimellat war an douar en eur santa o chadennou hag o klask en em vouga kenetrezo [1].

Aminianus Marcellinus a laka evez e oa an eiz mil Kelt en em gave grounnet e kêr Amida mat d’en em ganna war an dachenn plaen, nemet divarrek e oant lakaet gant o zemz-spered feulz da zifenn eur gêr vogeriet ha d’ober en-dro d’an ijinou-brezel. « Ober dizailhadennou amzere ne ouient ken, ma tistrôent en-dro bep gwech bihanaet o niver, goude en em ganna kalonek, nemet n’o devoa ket graet muioc’h a se evit difenn kêr eget eun den, e sell mouga eun tan-gwall, hag a yaje d’ezañ gant eur flac’hadig dour. »

Pa raent skouarn vouzar ouz pedennou o zribuned, e voe divizet nac’h hiviziken digeri an doriou d’ezo. Gwelet e voent neuze « o skei gant o c’hlezeier ouz an doriou serret hag o yudal, evel kel lïes-all a leoned hag a digred, gant ar redi o lakae distrivant. Eur rann-galon e oa d’ezo, en o balc’hder, meiza e rankjent, ma kouezfe kêr Amida, mervel dindan an dismantrou anezi, hep lezel war o Ierc’h koun eun taol-kaer bennak, pe zoken e c’hellje beza dic’hrounnet warni kent m’o dije graet o divrec’h mann da harpa brud kadarnded ar Gelted ».

O natur-spered taer ha techet d’an droukrañs a reas a-wechou d’ar Gelted terri kengwir ar poblou. E 284 kent

  1. Da veiza an holl draou-se, ret eo kaout koun eus ar strolladou gwazed yaouank dibabet, eus ar bagadou gouezvrezelourien « lieseneek » (eigi einhamr, gouez da Skandinaviz) a ziskouez beza bet gant indezeuropegerien ar ragistorvez. Roud anezo a zizolôer e marzdanevellou ar C’hresianed a-zivout an dud-varc’h (an dro-envel unan Kentauros a c’houlenn en he diagent eur furm ragistorek *Kentrivo-), e marzdanevellou an Indezidi ariekaet diwar benn ar C’handharvaed (Gandharva, eus eur stumm rag-istorek *Ghondherwo), e redadegou gouez an dud-vouc’h (Luperci) e-pad miz ar februa (februo, eus *Ghedhrwo) gant ar Romaned, hag ivez moarvat er c’hredennou slavek diwar benn an dud-vleiz hag ar sunerien-wad (everien-wad ha debrerien kig-kriz e oa ar ouezvrezelourien). Ar re wellla anavezet ganeomp eus ar bagadou « aet e gouez », eus ar bagadou « kounnaret »-se, dre ma par warno goulou an istor, eo re ar C’hermaned : Berser-kired « brezelourien-arz » ar Skandinaved. Lenn, e levr Dumézil meneget en notenn 24, ar pennad anvet Les guerriers-fauves, pp. 79-91. A-zivout al liesene, kenveria L’Anthr. 1929, p. 434.