Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

Eun danevell eus ar Grenn-amzer [1] a laka esmaet ivez gant eun hevelep barrad truez ar c’hadour Setantios, Ki Kulann, gwasa medour pennou tud en dije redet biskoaz tachennou brezel Iwerzon. Kerent nesa an dud lazet gantañ a oa en em gevredet hag o doa savet eun arme outañ. Dont a reont e Bro-Ulad hag e kerzont war-du Emania, ar gêr-benn anezi, e-lec’h m’edo Setantios. Dre ma tremenont ne chom ken nemet regez-tan ha korfou maro. Grounna a reont Emania ha moged an taniou-gwall, o deus c’houezet er gompezenn tro-dro, a ra eur goumoulenn ec’hon divent a beur-c’holo anezi. Daoulamm o mirc’hed ha stroñs rodou o c’hirri-brezel a ra d’an douar krena betek en diabarz kêr. An aer a zasson gant o garmou-emgann ha strap o armou. Netra ne ra da Setantios plega, nemet leñverez ar merc’hed hag ar vugale, tec’het ha muntret betek e-harz ar mogeriou, a denera e galon. — « Biskoaz betek-hen », emezañ, « n’em ’eus gallet klevout merc’hed ha bugale o klemm hep mont d’o skoazell. » — Ha daoust da bedennou ar gwragez hag ar plac’hed yaouank en em vod spouronnet-holl en-dro d’ezañ, e wisk e zilhad-brezel, e laka staga e zaou varc’h ouz e garr hag e red er-maez a gêr, gant e baotr-karr hepmuiken, evit mont d’eun emgann e oa e donkadur mervel ennañ.


Ar vuanegez. — An hirc’houzañv, an emvestronia, e oa, anat eo, an dellidou a vanke an aliesa d’ar Gelted koz. Bez’ e oa anezo, evit an darnvuia, tud taer, buanek, diaes-dreist ober outo. War-dro ar bloaz 238 kent H. S., an daou roue a oa e penn Boged Italia, Atis ha Galatos, c’hoant d’ezo d’ober brezel ouz ar Romaned, en enep d’ar bobl, o devoa gopret meur a vil a venezidi eus an Alpou. Ar bobl, aet e kounnar, a gemeras an daou roue, o muntras hag a reas d’ar venezidi distrei d’o bro war o c’hiz. E Galia, er bloaz 56, senedourien an Aulerked hag al Lexoved, o veza nac’het kemerout an armou ouz ar Romaned, a voe lazet gant ar bobl.

En emgann menez Olumpos (Azia-Vihana, 189 kent H. S.) e c’hoarvezas d’ar Gelted, ganto da armou gouzifiadou ha goafiou, beza faezet dindan ar grizilhad saeziou ha daredou taolet outo eus a bell gant ar Romaned. Oc’h en em santout dare, ez ejont e gouez, ma krenient war an douar, skôet gant ar seurt barradou a sav diwar ar gounnar en he gwasa,

  1. Aided Conculain « lazadenn Ki Kulann ». Hervez Danevellou bloaziek Iwerzon e vije bet lazet Setantios (Setanta er Grenn-amzer) er bloaz II goude H. S., d’an oad a seiz vloaz warn-ugent. Brezonek ha neket iwerzonek eo an ano anezañ. Bez’ e oa en enez-Vreiz, en oadvez kelt-ha-roman eur boblad-tud anvet Setantii. An danevellou, meneg enno a Setantios, a zo e lavar-plaen mesket a werzennou ; diskouez a reont e-leiz a roudou eus an Hen-amzer : impli ar gae, goaf-bann anvet gaison gant ar Gelted koz, implij ar c’harr-emgann (cath-charpat) aet er-maez a c’hiz en Iwerzon en trivet kantved goude H. S., ezvezañs an tok-houarn hag an hobregon (nemet el lec’hiou ma ’z eo bet adaozet ha nevesaet ar skrid), roïdigez er banveziou eus an darn wella d’ar c’haloneka brezelour, bezañs an drouized, kredenn e oa an hud hollc’halloudek, hag all. Sellout diwar-benn an danevellou-se hon VIet pennad, ha L’épopée celtique en Irlande, gant d’Arbois de Jubainville. War Setantios e-unan lenn skrid-studi Alfred Nutt Cuchulain, the irish Achilles.