Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346
notennou diwar-benn ar gelted koz

grede d’ezo kaout gwir d’hen ober, o veza ma oant chomet er-maez eus an diweza brezeliou. Roma a nac’has rei trugarez d’an dec’hidi hag a c’hourc’hemennas da Numantiz lezel o armou. Ar re-mañ ne dermont ket neuze da staga drezo o-unan gant ar brezel ouz ar Romaned.

Er bloaz 123 kent H. S., an Allobroged a ro repu da Deutomalos, roue ar Salied, eur boblad keltiek ha ligurek, o paouez beza bet distrujet gant ar Romaned. Daoust da c’hourdrouzou ar re-mañ, e nac’hont e zaskori d’ezo hag ez eont d’an armou.

E 363 goude H. S., e-pad seziz Amida gant ar Bersed, e voe ar Gelted, en em gave e-touez difennerien kêr, lakaet er-maez anezo o-unan o welout ar c’hrizderiou a rae ar Bersed gouzañv d’o frizonidi. — « Eur beurevez », eme Ammianus, « e weljomp eun engroez tud o kerzout war-du kamp ar Bersed. Kêriz Ziata nevez-kemeret gant ar Bersed ha kaset ganto e sklaverez an hini e oa. Evel m’edo an holl dud eus ar broiou tro-dro en em dennet er gêr-se, ar Bersed o doa paket eno eun niver a brizonidi. Bez’ e oa en o zouez kozidi gabac’h ha gwrac’hed brevet a gozni. Pa zeue e nerz da c’houita gant hini pe hini eus an dud reuzeudik-se, diviet gant hirder an hent, ar Bersed a drouc’he d’ezañ e seuliou treid pe e arzelliou hag e zileze war al lec’h. Ar soudarded keltiat, teneraet gant an arvest doanius-se, a vennas ober eun dizailhadeg hag a ginnigas laza o zribuned [1], ma talc’hjent d’o herzel da vont ».

  1. Ofiserien uhel o ren al « legio ». C’houec’h a oa anezo dre « legio ».