Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
345
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

emgann, muturnia ha disleberi korfou ar re varvet, jahina ar brizonidi dre an tan hag ar moged, eva e klopenn an enebourien lazet ; er c’hêriou kemeret a-daol-nerz, e tigorent kof ar gwragez dougerezed hag e tiframment diouto o frouez « evit ma vije merket war bep krouadur-den pouez o droukrañs ». Vindelikiz, en argadennou a raent e tu kreisteiz d’an Alpou, a ziskoueze an hevelep krizder. « Ker kounnaret ez int ouz an Italianed », eme Straboñ, « ma lazont ar vugaligou gouezel ha ma ’z eont betek muntra ar gwragez dougerezed a lavar o beleien hag o divinourien e c’hanfent mibien ». Er bloaz 15 kent H. S., ar Romaned o veza arsailhet bro an Daurisked, e voe gwelet merc’hed ar boblad-se, pa n’o doa ken a spegou, o vrevi o bugale ouz an douar hag o skei anezo, goude, gant pennou ar soudarded roman. Er stourmad bras eus ar bloaz 61 goude H. S., Breiziz a drouc’he divronn ar merc’hed, o berie ouz peuliou lemm, a laze, a grouge, a stage e kroaz kement-hini a goueze etre o daouarn ; dek mil den ha tri-ugent, Romaned pe keneilidi ha sujidi d’ar Romaned, a gavas o maro evelse.

N’oa ket ar seurt oberiou, hag int leun a grizder d’hor meno, a-enep da lezennou ar brezel, evel ma intented ha ma raed anezañ en Hen-amzer. Sevenaeta poblou an oad-se, Ejiptiz, Assirianed, Persed, Gresianed ha Romaned, e bro o enebourien pe e brezeliou en o bro o-unan, o deus graet hevelep torfedou. Hogen, an holl dud-se, hag a ziskoueze beza war an dachenn-emgann gwir ziaoulou dislonket gant an ifern, a veze peurliesa disheñvel a-grenn ar stumm anezo, p’en em gavent e peoc’h e-kreiz o c’herent hag o c’heneiled.

Da anzav holl skrivagnerien an Hen-amzer, e oa ar Gelted degemerus meurbet, oc’h ober degemer mat d’an diavêzidi a dremene dre o bro. Ne serrent nepred an nor war o zïez hag an tremeniad a zeue e-barz en deveze e lod eus o fred. « Ar Geltibered », eme Diodôros, « a zo kriz meurbet ouz an dorfetourien hag an enebourien, nemet brokus ha hegarat ez int ouz o ostizien. Beva a reont laouen an divroidi oc’h ergerzout o bro ; heligenta a vez ganto gouzout piou a roio bod d’ezo hag e veulont ar re a vez a-gevret gant an diavêzidi, pa gred d’ezo ez int karet gant an doueed ».

E 147 kent H. S., Numantiz a zegemer en o c’hêr tud Segida a dec’he rag ar Romaned. Erbedi a rejont evito, pa