Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/344

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344
notennou diwar-benn ar gelted koz

Brezeliou ar C’halianed ouz Kaesar o deus tennet sked war veur a zen a skouer, enno kalon, meiz ha nerz-korf, ha, war eun dro, kendalc’hus-tre en o menoz. Eus ar re-se e voe Ambiorix, roue an Eburoned, Kommios, roue an Atrebated, ar C’harnut Gutuatros, hag ar Senon Drappes. Dalc’hmat o redek war varc’h gant ar c’hrec’hiou hag an traoñiou, e rejont d’ar Romaned e-pad meur a vloavez eur brezel didrugarez. Ambiorix a welas e boblad kaset da get hag e benn lakaet eur gopr warnañ gant Kaesar ; rankout a reas klask repu e-touez ar C’hermaned. Kommios, gwirion d’al le en devoa graet « na welje biken dremm eur Roman nemet war an dachenn emgann », en em dennas en enez Vreiz ; Gutuatros, taolet da breiz da soudarded Kaesar, a voe merzeriet ganto ; Drappes, paket da brizoniad, a nac’has debri boued hag a varvas gant an naon.

En hevelep bro, e-pad ar brezel-se end-eeun, e voe gwelet eun taol-kaer a nerz-kalon. Verkingetorix o veza diskleriet da bennou ar C’halianed e ranked kemma en holl d’an holl an doare da vrezelekaat, poania da lemel diouz ar Romaned ar bitailh hag ar boued kezeg, entana an tiez distag hag ar bourc’hiou, leski betek ar c’hreñvlec’hiou a oa lakaet en argoll dre zistervez o mogeriou pe diemzao o lec’hiadur, holl ec’h asantjont d’ar mennad-se. En eur ober eun dervez, en tu-hont da ugent kêr ar Vituriged a voe lakaet e ludu. Heuilhet e voe ar skouer anezo gant ar pobladou tro-dro, hag e welas ar Romaned mantret eur c’helc’h a dan a bep tu d’ezo.


Ar vadelez. — Saouzanet e oa bet Kreisteiziz gant krizder ar Gelted er brezel. Er bloaz 281, Belgios pengadour ar Gelted, o veza trec’het war Vakedoniz, a reas lakaat d’ar maro en eul lidrôad d’an doueed ar pep kreñva hag ar pep brava eus ar brizonidi ; ar re all, staget ouz gwez, a dalvezaz da bal d’ar Gelted da denna d’ar gwenn gant o goafiou-bann. Brezelourien Kombutis hag Orestorios, argadet ganto an Etolia, a vuntras kement den gourel a gavjont, hep erbedi ar gozidi nag ar vugale. Ar gwragez hag ar merc’hed yaouank, n’en em lazjont ket o-unan, a voe gwallet eus ar gwasa. Er bloaz 114, ar Skordisked, goude flastra eun arme roman a oa deut d’ezo betek en o bro, a redas war-raok, heñvel ouz eur froud drasterez, betek ar mor Adriatik : rei a raent taol ar maro d’ar re c’hloazet war an dachenn