Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/343

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
343
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

Duerios (Douro) war eur grec’henn izel a-walc’h. Stourm a rejont, evelkent, e-pad pevarzek vloaz ouz ar Romaned, ouz o zrec’hi meur a wech en emgannou kollus bras. Ar Geltibered a voe dleourien d’o dalc’h-ober kerkouls ha d’o c’hadarnded ma voent anvet gant ar Romaned « nerz ar Spagn », robur Hispaniae [1]. « Er brezel ouz an Hellened », eme ar Gresian Diodôros, « eur predig-amzer hepken a hell diarvari an trec’h ; er brezel ouz ar Geltibered, an noz a zisrann peurliesa an emgannerien hag e talc’her ganti ker start ha ker start, e-kerz ar goañv zoken. Rak-se, e c’hallfed ober eus brezel ar Geltibered eur « brezel-tan ». Ar skrivagner-mañ, end-eeun, a evesa « e tiskouez al Luzitaned, hag i ar re galoneka eus an Ibered, kalz nebeutoc’h a gendalc’h e gwall-blegennou pouezus ar vuhez eget ar Geltibered ».

En enez-Vreiz, ar Silured, war anzav an danevellour Tacitus e-unan, a savas ouz ar Romaned (eus ar bloaz 44 d’ar bloaz 78 goude H. S.) eur stourmad taer ha dalc’hus dreist-kred. « Nag an aon nag an drugarez n’hellent gounid tra diganto. Dalc’hmat an armou en o daouarn, n’oa nemet al « legionou » bepred kampet a gement a c’helle o derc’hel sujet ».

E Galia, pa zegouezas argadenn ar Gimbred hag an Deutoned, ar Gelted, dre n’oant ket evito war an dachenn, en em serras en o c’hreñvlec’hiou, hag eno, bourreviet gant an naonegez, kentoc’h eget en em zaskori, e voe gwell ganto harpa o buhez o tebri ar re a oa lakaet dre o oad pe o reiz divarrek d’an emgann. Tri-ugent vloaz diwezatoc’h, e seziz Alesia, pa savas dienez war ar bevañs, Verkingetorix a vodas eur c’huzul d’en em zivizout diwar-benn o stad. Darn a oa meneg ganto en em zaskori, re all a alie ober eun dizailhadenn ouz ar c’hrounnerien e-pad ma vane ganto nerz a-walc’h d’en em ganna. Kritognatos, kadour brudet eus poblad an Arverned, o prezeg d’e dro, a zisleberas evel digalon an neb a venege en em zaskori, a gondaonas evel dievez neb a alie ober eun dizailhadenn, hag a ginnigas d’ar vodadenn heulia ar skouer a oa bet rôet gant o zadou e-pad ar brezel ouz ar Gimbred. Divizet e voe e vije pleget d’hen ober mar bije ret, ha mar bije daleet re bell d’o skoazia, kentoc’h eget digeri doriou kêr d’ar Romaned ha degemerout ar peoc’h.

  1. Florus.