Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
342
notennou diwar-benn ar gelted koz

mad an holl d’en em gevredi gantañ, oc’h ober eus Galia a-bez eur c’horf unvan, ne vije ket ar bed-holl evit herzel outañ ».

Kendalc’h-meur pennou Galia en doa divizet goulenn digant pep poblad eun niver a soudarded da sevel an arme vras a dleed da gas da skoazell Alesia ; ar Vellovaked, brôad galloudus, a c’halle lakaat war an dachenn-vrezel kant mil a soudarded, a nac’has kas an dek mil a vrezelourien a c’houlenned diganto. Diskleria a rejont e felle d’ezo brezelekaat ouz ar Romaned en o ano ha d’o grad-i, hep senti ouz den.

Al lorc’hentez a rae da Gelted-zo stourm ouz an elfennou zoken : mont a raent gant o armou d’ar mor kounnaret a c’houneze war o zevennou ; ne dec’hent na rak an tangwall war o zïez na rak ar stêriou o tic’hlania ; eur vez e vije bet ganto m’o dije diwallet diouz eur voger pe eun dôenn o koueza. D’ar seurt fougaserezou, moarvat, e tleas ar Gelted beza brudet evel eur ouenn disakr, diskleriet ganto ar brezel ouz an Natur, a denne ar c’hleze ouz tonnou ar mor, a daee ar gurun hag a daole saeziou gant ar gourventenn.


An dalc’husted (kendalch-ober). — Gwall-damallet eo bet d’ar Gelted gant skrivagnerien an Hen-amzer beza digendalc’h. « An distera kolI o digaloneka hag o diskar », emezo. An istor anezo ne ro ket da gredi kemend-all. En Italia, ar c’hant daouzek meuriad eus poblad ar Voged a reas penn d’ar Romaned eus ar bloaz 228 d’ar bloaz 190. Na drouziwez war zrouziwez, na dismantr o bro mac’het euzus gant eur ribitailh soudarded aet e gouez n’hellas o lakaat da zizarma. Bep bloaz e weled ar brezel adtarzet, ar c’hêriadennou entanet, an trevadou gwastet, ar chatal skrapet, an tiegeziou o kantreal a-stlabez amañ hag a-hont, hemolc’het ha muntret, ar merc’hed gwallet ha gwerzet da sklavezed da bell. Ha bep bloaz e weled anezo ivez o terc’hel digellusk gant ar stourmad dindan renadur o fennou Ariovistos (223), Krixos ha Magalos (218), Korolamos (196), Dorulakos ha Boiorix (191). Pa davas ar brezel, e voe dre ziouer a vrezelidi : eus eur boblad vras, kadarn ha hegad, ne chome mui war sav nemet kozidi brevet gant an oad hag ar glac’har ha bugaligou.

Er Spagn, Numantiz n’oa ganto nemet 8.000 a gadourien ; ar gêr anezo, hep touriou na mogeriou, a save ouz ribl stêr