Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
341
an neuz-korf, ar gwiskamant, an temz-spered

C’halated ha roue Pergam hag e tileuras ar Romaned kannadourien da gas habaskaat an traou. Bez’ e voe eun emwel etre P. Licinius, penn ar gannadourien, ha Solovettios, rener ar Gelted. Hemañ, avat, n’helljod e neb doare e blega ha ne dalvezas holl bedennou ar Romaned nemet d’e lakaat diblegusoc’h c’hoaz. « Eur souez e voe gwelout », eme Ditus Livius, « edo hantererez ar gannadourien, hag heñ a-walc’h anezañ da zizarma rouanez galloudek ar Siria hag an Ejipt, dibouez-holl war ar Gelted. »

Bastarned Klondikos a zeue ganto prezegennou leun a fougaserezou hag a c’hourdrouzou ouz ar Romaned. Ar c’homzou her hag ar vent uhel anezo, an nerz hag ar gwevnder marzus a ziskouezent en holl c’hoariou-ouesk a lakaas kement a fiziañs e Makedoniz ma teuas da gredi d’ezo e vije ar Romaned digalonekaet o welout an dud taer-se, ha na gredjent ket zoken gortoz anezo.

E 58 kent H. S., Kaesar, flastret gantañ war glann gleiz an Arar eur meuriad a Helveted, a zegemeras kannaded a-berz ar peb-all eus ar boblad kampet war ar c’hlann zehou. Er penn anezo edo Diviko, eur c’hoziad meur, en devoa renet, hanter-kant vloaz a oa, an Helveted pa faezas ar re-mañ ar pengadour Cassius, kar da Gaesar, ha pa rejont d’e armead dismantret tremen dindan ar yeo. Diviko a zegouesas, sounn e benn ha gourdrouzus, ha ne voe ket e brezeg an hini a c’helljed da c’hortoz digant penn eur boblad trec’het, hep ti nag aoz, o komz ouz ar galloudeka eus ar Romaned, hag heñ e-kreiz e armead o paouez trec’hi. Degas a reas da goun da Gaesar « an drouzivez gouzañvet gwechall gant eur c’har d’ezañ ha kadarnded an Helveted brudet a-viskoaz. Hag heñ trec’h d’eur meuriad distag, miret ouz ar re all gant eur stêr herrus da vont d’e skora, Kaesar ne dlee ket re fiziout ennañ e-unan nag o disprizout. An Helveted o doa desket digant o gourdadou fiziout kentoc’h er gadarnded eget er gwidreou hag er spiou-brezel. Ra ziwallo Kaesar, eta, da lakaat al lec’h m’edont end-eeun da veza brudet da viken e koun an dud dre wall-reuziad ar Romaned ha dismantr e armead. »

Antronoz kemeridigez Avarikon gant ar Romaned, Verkingetorix a zisklerias d’e re « n’eo ket bet trec’h ar Romaned dre gadarnded hag en emgann reizet, hogen dre eun doare ijin er sezizerez a c’houzont gwell eget ar Gelted ; dre e aked-heñ ez a ar brôadou disrannet betek-hen diouz