Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
notennou diwar-benn ar gelted koz

zell eur strollad brezelourien geltiat eus poblad ar Vastarned, a oa kampet en Illiri, ha d’ezi 10.000 a varc’heien ha kemend-all a droadeien o redek ker buan hag ar c’hezeg hag a gemere, en emgann, lec’h ar varc’heien lazet. Divizet e voe en dije digant roue ar Vakedonia pep marc’heg dek pez aour ha pep troadeg pemp. Rener ar vandenn, ar roue Klondikos, a zegemerje e-unan 1.000 pez aour. Pa glevas kelou e tostaent, Perseus a c’hourc’hemennas d’ar c’hêriou ha d’ar c’hêriadennou war o hent dastum ed, gwin ha chatal. Ar Gelted a ehanas e-harz kêr Dessudaba, e rannvro Maedika, o c’hortoz ma vije paeet d’ezo an arc’hant divizet. Ar roue a zileuras neuze etrezek enno unan eus tud e lez, Antigonos, da gemenn d’ezo dont betek Bulazora, eur gêr eus ar Beonia, ha da bedi ar renerien anezo da zont niverus d’e gavout. Antigonos a zezrevellas d’ezo ar bevañs a bep seurt en doa ar roue graet danzen war o hent hag an donezonou, aour, kezeg, harneziou, gwiskamantou-brezel, a oa bet prientet d’ar bengadourien. Ar re-mañ a eilgerias e weljent, pa vijent war al lec’h, petra a zeuje eus ar geriou-se hag a c’houlennas ouz ar c’hannad ha degaset en doa gantañ an arc’hant a oa da veza darnaouet d’o soudarded. Evel na responte ket Antigonos, Klondikos a lavaras d’ezañ : « Kea da gemenn d’az roue na raio ar Gelted kammed ebet war-raok ken n’o devo bet an aour hag ar gouestlou-tud ». Perseus a addileuras neuze Antigonos d’ar Gelted evit rei da anaout d’ezo n’en doa ken ezomm a gel lies a gadourien hag e vije trawalc’h d’ezañ gant 5.000 a varc’heien hepken. Pa welas ar Vastarned e oa bet graet d’ezo kuitaat o bro d’ober kammed goullo, e savas droug ha kroz ganto. Klondikos a c’houlennas ha paeet e vije da vihana, d’ar 5.000 marc’heg-se an arc’hant divizet. Antigonos o veza respontet etre ya ha nann, Klondikos e gasas war e giz, hep aotren ma vije graet d’ezañ an distera droug, — a-vec’h m’en doa Antigonos e-unan kredet gortoz kemend-all ! — Ar Gelted a stagas gant penn o hent war-du an Danuvios, o preizata, d’en em zic’haoui, ar bourc’hiou war harzou an Dhrakia.


An dic’hoantegez. — Tamallet eo bet d’ar Gelted gant skrivagnerien an Hen-amzer beza re duet d’an arc’hant ha c’hoantek-dreist a breizerez. N’heller ket nac’h n’o dije alïes lakaet eur priz gwall-ger d’o servij, ha ret eo anzav