Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
notennou diwar-benn ar gelted koz

Gelted. Golôet e veze al leurdi a blouz, a vroen, a c’heot pe a zeil kras a vernied d’ober gweleou en noz. Amañ hag a-hont e stigned krec’hen loened, koun pe vleizi peurvuia, d’an dud da azeza warno, kroaziet o divesker e-giz kemenerien. Er pinvidika tiez palennou marellet a liviou flamm, bet gwiet ha livadennet er vro, a gaerae al leurenn hag ar muriou. Irc’hier prenn a weled ivez ma tastumed enno pennou balzamet an enebourien a stad uhel lazet gant ar penn-tiegez (war an douar-bras, en IIet kantved kent H. S.), pe bleud an ti (Iwerzon, er marevez kristen) [1].

Gwir arrebeuri eun ti keltiat ez oa ar c’hlaoiou a bep doare, da skei pe d’en em zifenn, da vrezeli, pesketa, hemolc’hi, a weled e-skourr ouz ar muriou hag, ouspenn, al listri a bep stumm hag a bep ment, prenn, pri, houarn, arem, aour hag arc’hant, ma raed gant darn anezo da virout boued ha died ha gant ar re all da serri an traou prizius, brageriziou ha peziou-moneiz.

D’eur mare nesoc’h d’hon amzer e weler taoliou, skiñvier, skebell, gweleou prenn, torchennou, goubenneriou pluñv. Kelted Galia eo a ijinas ober keder-brec’h-broen ha golc’hedou-gloan. Seurt traou ne weled, avat, nemet e tïez ar pennou-pobl hag ar pinvidika uhelidi. C’hoaz e derou ar c’henta kantved goude H. S. e kouske ar pep muia eus ar Gelted war ar plouz, grounnet en o mentell.


Ar sklerijenni tiez. — En tiez digombod an diabarz anezo e teue sklerijenn an deiz dre an nor hepken, pa veze digor, ha dre doull-moged an doenn. D’an noz, sked an tan o flamma en oaled a oa a-walc’h da dud n’o doa ket ezomm da lenn. Diouz red, e raed, moarvat, da c’houlaoui gant tammou koad pin pe gant pilligou arem ma losked enno peg pe rousin. Dindan aotrouniez ar Romaned e teuas d’en em skigna dre ar vro boazadur ar c’hleuzeur-eol (*loukarna) metal pe bri [2].

  1. *Blâtobulga a oa, hep mar ebet, ano ar sac’h-ler (bulga e galianeg) ma veze serret ar bleud (*blâto-). Er marevez kelt-ha-roman, ez oa, e kevrenn enez-Vreiz etre an diou voger (Vallum Hadriani ha Vallum Antonini) eul lec’h anvet Blatobulgion, ennan moarvat sanailhou evit bividigez an arme.
  2. Kavet ez eus e Calaceite, er Spagn, eun aremenn diwar-lerc’h amzervez ar Gelted (?), anezi marteze eur c’hantolor. Ouz hen ober diou rodig a-blên, an eil a-us d’eben, eur c’harenn sounn etrezo, ha delwennig eur marc’h linennekaet, harp e dreid war ar rodig-traon ha trebarziet e zargreiz gant ar c’harenn. Sellout skeudenn an aremenn-se war ar Rev. archéol. 1909, p. 320. — « Gouloulestr », diwar ar c’herneveg, a vefe eur ger mat da envel en hor yez ar c’hleuzeur-eol, metal pe bri, eus an Hen-amzer, lucerna ar Romaned.