Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
303
an tiegez, an ti, ar vevidigez

prenn ma tiazezed warno ar seurt ti [1]. E keltieg an douar-bras e tlee prennakon beza furm ar ger-se a vije deut da prenneg e brezoneg-bremañ. Keñveria, e Galia, an ano-lec’h Komprinniakos (prenne « arborem grandem » war-geriadur Endlicher, prinni « prenn » war Deiziadur Coligny, Komprinnus ano-den) ;

18) Tana « toull dindan-zouar, goudorenn dindan eur roc’h, keo » (e Galia, oadvez kelt-ha-roman) ; keñveria krenn-vrezoneg tnou = *tenavo- (Rev. Celt., 1922, p. 57) ;

19) Balma « keo, mougeo » [2] ;

20) Balion (tro-envel unan) « chomlec’h », balia (tro-envel lïes) « bourc’h, strollad-tiez » ;

21) Treba « kêriadenn », hen-iwerzoneg ha hen-gembraeg treb « kêr », hen-vrezoneg treb « kêriadenn », kerneveg goudrev « annezlec’h bihan », trevenn « annezlec’h » [3].

Attegia, sedon, kaion, briga, ha dunon a weler alies en anoiou-lec’hiou keltiek, miret d’eomp dre skridou an Hen-amzer : Attegia, Attegiolae, « al log », « al logig » (e Galia, aet da c’halleg Athis, Etioles} ; Matukaion « kae an arz » pe « kae an den anvet Matus (arz) » (Norikon) ; Nertobriga « kreñvlec’h eun den anvet Nertos » (Iberia) ; Aliobriga « an eil kastell » (Bessarabia) ; Kambodunon « kreñvlec’h eun den anvet Kambos (kamm) » (Vindelikia) ; Moridunon « kastell ar mor » (Breiz-Veur), « kastell al Lenn » (Morat e Bro-Suis, Ortenau e Bad) ; Melosedon « annezlec’h Melos » (Galia), hag all.


An arrebeuri. — Nebeut a beziou-annez a oa gant ar

  1. War an douar-bras Dubrodunon « kastell an dour » a verke marteze eur c’hreñvlec’h war beuliou e-kreiz dour. En IXet kantved goude H. S. e lavared Dubridun ; Doeveren (Bro-Holland) ez eo bremañ. E-keñver Dubridun ez eus e Breiz an Dourdi, ano-lec’h er XVet kantved.
  2. Aet da c’halleg balme, baume, da brovanseg baumo.
  3. An hen-geltieg duros, duron, a gaver stank da eil gevrenn anoiou-lec’hiou, a zo bet rôet d’ezañ alies an dalvoudegez a « vourc’h », Eur fazi n’eo ken, kerkoulz hag an diskleria a zo bet graet eus ar ger-se dre an iwerzoneg dur « kalet », kembraeg dir « nerz », brezoneg dir, Dottin, Langue gauloise, p. 255. Duros, duron a zo furm goz ar gouezeleg dur « tremenlec’h, treiz » a gijer outañ en anoiou-lec’hiou a Vro-Skoz a seurt gant Caladar (Callender), Bealadar (Balater). Eun ano-lec’h hengeltiek a seurt gant Brivoduron, da skouer, a zo « treiz ar pont » pe « tremenlec’h ar pont » an dalvoudegez reiz anezañ. (Rev. celt. 1922, pp. 155-6).