Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
notennou diwar-benn ar gelted koz

4) Kapanna, kembraeg caban, galleg cabanne ;

5) Sedon, kembraeg sedd « sez, azezenn, chomlec’h » ; keñveria hen-norvejieg setr, hen-skandinaveg set « chomlec’h, ti-prenn », Rev. Celt. 1917-9, p. 302 ;

6) Vasso-, iwerzoneg foss « chomlec’h », kembraeg gwas « ti-meur, palez » ; keñveria gresianeg astu, wastu « kêr », sanskriteg vastu « lec’h », vas « chom en eul lec’h » ;

7) Kaion, deut en iwerzoneg da cai « ti » ; hen-vrezoneg cai « kae » ;

8) Gorto-, iwerzoneg gort « kloz » ; hen-vrezoneg garth « kae » ;

9) Vâlo-, iwerzoneg fal, kembraeg gwal « moger » ;

10) Dumio-, iwerzoneg duma « moger » ;

11) Ambio- ; eur ger ster-ledan ez oa, moarvat, ma raed gantañ da envel pep doare kloz, moger pe savenn. Diveret eo eus ambi- « en-dro da ». Deut eo ambi- da imb-, imm- en iwerzoneg, da amm- e kembraeg, da am- ha em- e brezoneg. Ambio- a zo deut da imbe « klozadur » en hen-iwerzoneg. Ar ger-se eo a gaver ivez, gwirheñvel, en Ambiorix « roue ar mogeriou », ano eur pengadour d’an Eburoned e Galia an Hanternoz, kenta kantved kent H. S., hag e Ambiomarkae « kezekenned ar mogeriou » (da lavarout eo moarvat « gwarezourezed » ?), ano doueezed war eun enskrivadur eus Galia an Hanternoz ;

12) Lissos, lisson ; ac’hano an iwerzoneg lis, les « tachenn-douar bevennet gant eur rath » ; en hen-vrezoneg lis « lez » ;

13) Rata pe ratis ; deut en iwerzoneg da rath, raith « savenn-zouar, kreñvlec’h », hen-gembraeg rath. Bez’ e kaver ar ger-se er brezoneg-bremañ da eil-gevrenn bered (evit bezred) ;

14) Briga « kreñvlec’h war eur « bre » (war an uhel) » ; iwerzoneg bri ; brezoneg bre « menez » ;

15) Dunon (war an douar-bras), dunos (en Iwerzon) « kastell mogeriet, kêr greñv ». En Iwerzon ez oa an dunos kastell eur rix pe roue. Deut da dun en iwerzoneg, din e brezoneg ;

16) Bona, iwerzoneg bun « diazezadur » ; bonna, iwerzoneg bonn, kembraeg bon « diazez » ;

17) Qrennakon ; deut da crannog en iwerzoneg. Hennez ez oa, en Iwerzon ar Grenn-amzer, ano an ti-war-zour ; tennet eus grennos « prenn » en abeg, moarvat, d’an niver peuliou-