Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
301
an tiegez, an ti, ar vevidigez

gwez all. Bez’ e veze en-dro da diez ar roueed betek tri foz ha tri c’hleuz. An dachennad-diabarz a raed anezi lissos, lisson pe lissa. E-kreiz, war eun dorgenn diwar labour-den edo en e sav ti ar perc’henn, a c’helle, evelse, diwar dreuz e zor, arvesti, dreist da gribenn ar savennou, ar maeziadou tro-war-dro [1]. En dachennad tro-dro e planted a-wechou gwez : kerzinenned, kelvez hag avalenned.

E broiou meinek a zo, en Iwerzon ha war an douar-bras, e veze stummet difennou ar roueed a vein ledan berniet an eil war egile hep raz na pri d’o liamma. Heñvel ez oant ouz muriou kuklopel ar C’hresianed.

Bez’ e veze alies, e diabarz ar c’hloz, kambrou dindan-zouar e furm ruskennou-gwenan, na weled neuz ebet anezo a-ziavaez, hag a raed ganto, moarvat, da c’hrignoliou pe, ma tigouezje enebourien ez trumm, da warezi ar merc’hed hag ar vugale.


An anoiou a raed eus an ti hag an difennou. — Eun niver geriou a oa e keltieg da envel an ti hag an difennou anezañ. Setu amañ ar re anezo a anavezomp :

1) Tegos, tigos, tro-envel lies tegesa, deut en iwerzoneg da tech, liester tige, ha da ti e brezoneg ;

2) Attegia « logig » ;

3) Barka « ti-prenn, ti-soul kelc’hiek », hen-iwerzoneg barc « palez-prenn, kreñvlec’h » ;

  1. An torgennou-se eo a vez graet anezo e gaou « motennou gladdalc’hel » (mottes féodales). O lakaat da dalvezout a reas tud ar c’hladdalc’helez krenn-amzerel. N’eo ket ganto avat ez int bet savet, ar furchadennou graet enno o deus hen lakaet anat bep gwech. Henvel eo evit ar c’hrenvlec’hiou-douar, pevarc’hornek peurliesa, kenn-houarn enno a-vern, anvet châtelliers. Lakaet ez int bet alies da dalvezout gant Krenn-amzeriz, nemet koshoc’h kalz eget ar Grenn-amzer ez int, anezo labouradegou, govili, aozerezou-houarn eus oadveziou an Ten hag Hallstatt, bet e dalc’h pe eun ti-noblans keltait, pe eur boblad, pe eun neved bennak, Florance, Les Ponts chartrains et les mottes féodales en Loir-et-Cher, war Rev. des Et. anc. 1922, pp. 145-8 ; Classement chronologique des camps, buttes et enceintes de Loir-et-Cher, 1919 (mouladur distag ; diwar Bull. de la Soc. préhist. francaise, hevelep bloaz) ; Maitre, Géogr. industrielle de la Basse-Loire : les forges et ateliers fortifiés, 1919 (diwar Rev. arch.)