Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
notennou diwar-benn ar gelted koz

a veze graet eus al lec’h-se hag e stegned ennañ gwiadou pluñv evned pa veze re domm an heol. An ozac’h a oa d’ezañ a-wechou eur grianan m’en em denne ennañ pa felle d’ezañ beza e-unan. E Cruachan, annezlec’h roueed Bro-Gonnac’h edo ar grianan a-zioc’h ar fordorus « gourin », da lavarout eo a-us da zor an ti.

Meneg a gaver e skridou iwerzonek eus ar Grenn-amzer eus ar priveziou a raent anezo fialtech « ti ar ouel » eus fial « gouel » ha tech « ti », hag eus an « troazlec’h », fualtech, eus fual « troaz ».

Emaez ar c’hloz e weled eun nebeut glazennou. Aurla a raed en iwerzoneg eus an hini nesa ha faithche eus an hini pella d’ar c’hloz. Da valiou, da ec’hoazlec’h en hañv, da c’hoarilec’h, ha da beurvan d’ar meot e talvezent.

Da c’hounit louzou-kegin e raed gant eur c’hloz distag, anvet en iwerzoneg lubgort (lubigortos pe lubigorta « kloz-louzou ») [1] ; hadet e veze ennañ dreist-holl kaol, pour hag ognon. E Galia, en oadvez kelt ha roman, e veze graet verkaria, auergaria, eus eun dachenn-douar dindan c’hounid, eur c’harz endro d’ezi, e-harz an ti [2].


An difennou. — An tiez a ziskouez peurvuia beza bet kreñvaet ; ret ha ma voe en eun amzer ma reuzie ar brezel dibaouez ha ma veze, pa arzaoe war argad-tud, da zouja rag argadadegou loened fero, bleizi dreist-holl. Diouz braster an ti ha dere ar perc’henn e veze an difennou, anezo pe eur c’harziad stank a vrousgwez spernek, pe eur c’haead barrou kenweet ha kefiou-gwez, pe c’hoaz eur savenn-zouar eur foz dirazi. Kelc’hiek pe hirgelc’hiek ez oa ar c’hloz-se peurliesa, a-wechou hirgarrezennek pe garrezennek.

An difennou war savennou-douar, anvet rata pe ratis, a gaved stank en Iwerzon, e Breiz-Veur ha war an douar-bras. War ar savenn e c’helle beza eur c’harz pe eur gaeliad peuliou ; aliez ivez e haded warni kelvez, kerzin [3] ha

  1. An hevelep ger eo hag ar brezoneg liorz, kerneveg luworth, lowarth, kembraeg lluarth ; — *lubi « louzou », hen-iwerzoneg luib (saozneg leaf « delienn », alamaneg laub « deil, glazvez ») ; — *yorto-, *garto- « park, kloz, trevad », hen-iwerzoneg gort « kloz », kembraeg garth « liorz », brezoneg garz.
  2. Rev. celt. 1923, p. 216.
  3. Ar c’herzin (hen-iwerzoneg cairthen = kairotino, kembraeg cerdin, kerneveg cerden = karotino) a veze graet anezañ fid na-ndruad « gwez an drouized » gant Iwerzoniz ar Grenn-amzer (Rev. celt. 1920-1, pp. 144-5). Keñveria De Quatrefages, Hommes fossiles et Hommes sauvages, études d’anthropologie, Paris, 1884, p. 600.