Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
an tiegez, an ti, ar vevidigez

zuek ; — 6) eur staol-deñved kelc’hiek ; — 7) eur c’hraou-moc’h kelc’hiek. — Da gloza an dachenn ma save enni ar strollad tiez-se ez oa eur foz hag eur c’hleuz gant eun nor hepken, kreñv ha war zaou stalaf peurvuia [1].

Ar saout hag ar c’hezeg o doa evito en diavaez kloziou anvet badhun (boudunon) en iwerzoneg, buorz (bougorta) e brezoneg. E keltieg Iwerzon e raed *magosedon (machad) eus eur c’hlazenn a dalveze da lec’h-gorro ha ma vired ennañ ar biou e-pad an noz. Kenveria mandusedon (mandu = eun doare-marc’h), ano-lec’h a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman.

En Iwerzon, e tiez an uhelidi vras e veze alies eun ti a-ratoz evit degemerout ar weladennerien : tech immacallamae « ti-kaozeal » a raed anezañ. Ar merc’hed o devoa eur ranndi pe eun ti d’ezo o-unan el lec’h heolieka eus an dachenn annezet. Grianan (e latin solarium) « heolienn »

  1. An nor-se eus ar c’hloz a oa a-zioutañ peurliesa eur pez-prenn kaeraet a anved en iwerzoneg aurduine (*aredunion) « rag an dun », pe immdorus (*ambidoron) « amzor » (en-dro d’an nor). War an douar-bras, gwirheñvel, e lakaed alies da gaeraat ar baled-prenn-se klopennou an enebourien lazet gant mestr an ti. Holl-ariek e heñvel beza bet ar boaz-se da winta savaduriou prenn a-zioc’h dor ar c’hloziou. Keñveria, e-metou Arianed an Indez, an toranas, anezo doriou-tal (10 metr uhelder war 6 metr led) war gloz sakr krugell vras Sanchi (250 kent H. S.). Ouz ober an doriou-se daou beul peder-dremmek ha tri gouryeo a-zioc’h an eil d’egile. Hag i graet en o fez a vaen benet ha kizellet (bet, ouspenn, livet da genta), e tiskouezont dre o neuz hag o frammadur beza diouc’h eur c’henta patrom e prenn. (Maindron, Art indien, pp. 15-21, skeud. 1-2). Thietmar (976-1018 goude H. S.), o taolenni kêr Rhetra e bro ar Slaved pagan, a zeu ano gantañ eus eun nor war ar gêr-se, a ziouti eun ti-bedi savet ampart e prenn ha dalc’het er vann war gerniel loened. Anavezet-mat eo boaz ar Slaved kristen da sevel chapeliou a-us d’an doriou-kêriou (L. Léger, Mythol. slave, 1901, p. 145). Heñvel ratoz a oa d’an eil re ha d’ar re all : lakaat ar galloudeziou dreist-natur da ziwall dor ar c’hloz an hini a c’hoantaed. Doriou krugell vras Sanichi a zo a-us d’an uhela gourin anezo aroueziou herzel-droug : ar rod hag ar forc’h tribizek. Eun hevelep mennad a oa d’ar c’hlopennou ha d’ar pennou trouc’het ouz dorojou ar Gelted, o veza ma kreded gwechall hogos dre holl ez oa eun nerz gwarezus e pennou trouc’het an enebourien. Ac’hano an evez a lakaed d’o mirout ha d’o c’haeraat : balzamet e vezent pe, eur wech digiget, e veze kaeraet ar c’hlopennou anezo gant engravaduriou flour, gant enskantaduriou prigwer hag aour. Sellout ouz ar c’hlopennou engravet skeudennet e Quatrefages, Hommes fossiles et Hommes sauvages, pp. 150, 196-7. Sellout ivez Anthropologie, 1921, pp. 389-90 ; Rev. celt. 1913 (les têtes coupées et les trophées en Gaule gant A. Reinach).