Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
298
notennou diwar-benn ar gelted koz

golôet a c’holo, broen pe geot c’houez-vat. E-kreiz edo ar maen-oaled, a-zioutañ eun toull en dôenn da rei tremen d’ar moged. En Iwerzon e save kador ar roue pe ar perc’henn-ti (tigernios} a-dreñv an tan rag-enep d’an nor. An denou penna a azeze en daou du d’ar gador a-hed ar voger. Da gousket en em astenne an dud war al leurdi o fenn ouz ar voger hag o zreid trôet ouz an tan.

E tiez bras Iwerzon, piaouet gant tud a uhela dere, ez oa a-hed ar voger doareou keliou pe gombodou a dalveze da gambrou-kousket. Pep kombod, anvet imda en iwerzoneg, a oa digor diouz an nec’h, o veza na save ket ar speurennou en-dro d’ezañ betek an dôenn ; ennañ e veze, diouz ma oa bras pe vrasoc’h, eur gwele evit unan, evit daou pe evit tri. Kement ha ma c’heller merzout diouz an dam-ziskleriaduriou a gaver e skridou ar C’hresianed hag al Latined, ez oa tiez-meur Kelted an douar-bras heñvel a-walc’h an diabarz anezo ouz re Iwerzoniz, gant o dor-borz eur baled prenn a-ziouti, o rakti e-lec’h e veze skourret dibourc’hiou da eñvori gourdrec’hiou ar perc’henn, o c’hambrou-kousket hag, e-kreiz an ti, ar sal-vras lorc’hus, lec’h ar bodadennou hag ar banveziou, ma flamine enni tan an oaled gant e drezenn-bod, e gaoteriou hag e veriou.

Aliesoc’h, war a heñvel, e lec’h grounna an holl gombodou dindan eun dôenn hepken, e kaved aesoc’h sevel d’ezo pep a di disrann. Bez’ e oa evelse en Iwerzon, e tiez an dud uhela, eun ti, pevarzuek peurliesa, a raed gantañ da sal-vanvez, ha tiez-kousket, kement anezo ha ma ’z oa a bennou en tiegez. Tiez all a rôe lojeiz d’ar vevelien ha d’an diavaezidi.

Ti-meur ar roue Kunokobros en Emania (kenta kantved goude H. S.), a oa ennañ tri zi penna : en unan anezo e vired pennou hag armou an enebourien drec’het ; en eil e veze gorrôet goafiou, skouedou, klezeier, listri ha kerniel-eva brezelourien Bro-Ulad ; eus an trede e rae ar roueed o annez.

Hervez lezennou Iwerzon e tlee beza d’ober maner eun uheliad a izela dere (bo-aire « uheliad a vuoc’h »), da nebeuta, seiz ti disrann : — 1) an ti-annez, kelc’hiek, d’ezañ 8, 10 m. treuz, da vihana ; — 2) an ti-kegin kelc’hiek ; — 3) an ti-forn kelc’hiek, ma c’helled ober gantañ da graza ed ; — 4) eur c’harrdi pevarzuek e-lec’h e veze dournet ed ha grignolet ; — 5) eur staol-leueou pevar-