Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
297
an tiegez, an ti, ar vevidigez

Graet e veze ar muriou a beuliou hir ha kreñv, sanket doun en douar a-hed-da-hed. Ar gwask etre ar peuliou a stanked gant plenken pe gant gwiadennou, a goad bezo peurliesa. Deliou berniet ha moustret, dre lakaat ar voger teo a-walc’h, a rae harz ouz ar yenienn pe an tommder a-ziavaez. Da zerc’hel an holl draou-se e raed gant eur gwiskad teo a bri melen a vire ouz ar glebor da vont en diabarz. Eus dek santimetr ha pevar-ugent da eur metr pemp santimetr war-nugent ez oa ar muriou savet er stumm-se war diez ar Vediomatriked [1]. Soul eo a rae an dôenn [2], pe, pa veze diouer a soul, raoskl pe valan ; ledet a wiskadou teo war eur frammadur treustou ha kebrou. Kavet ez eus, meur a wech, darn pe zarn eus ar frammadur-tôenn-se e doun an toullou m’edont miret e-mesk pri pe taouarc’h. An tammou treustou dero pe fao dizouaret evelse a zo d’ezo a-wechou c’houezek pe seitek metrad led war dregont pe daou-ugent santimetrad treuz. Damzivrazet a-daoliou bouc’hal n’oa ken an treustou e tiez a oa ; e tiez all, avat, ez oant diwariet piz, o tiskouez dre an doare ma ’z oant bet kilviziet, micherourien dourniet-dreist. Anat zoken war darn anezo roudou an toullou, ar steudennou hag an ibilou a dalveze d’o c’henframma.

En Iwerzon, her gouzomp dre an hen-skridou, ez oa harpet en diabarz tôenn an tiez bras kelc’hiek war eur peul-prenn hir ha kreñv en e sounn e-kreiz an ti. En tiez bras pevarzuek ez oa eur renkennad peuliou-prenn pe ziou zoken mar beze an ti ledan-tre.

E tiez hir pevarzuek ar Gelted, evel e re ar C’hermaned, en em gave peurliesa an nor penna war an talbenn, da lavarout eo war unan eus ar mogeriou berr. A-us d’an nor en em gave eun toull kelc’hiek a veze graet anezañ augadoro « lagad an nor » gant ar C’hoted, vindauga « lagad-avel » gant ar Saozon (ac’hano ar saozneg bremañ window « prenestr »).


Annezadur-diabarz an ti. — Tiez ar Gelted peurliesa n’oa ket a solieradur warno hag e veze digombod an diabarz anezo. Graet ez oa al leurdi eus eur gwiskad pri moustret,

  1. Bez’ e oa ouspenn, hervez, muriou graet a gefiou-koad stok-ha-stok, heñvel ouz an tiez-prenn (log-houses) e trevadennou Amerika an Hanternoz.
  2. A-wechou e veze graet en he fez a dufennou dero.