Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
notennou diwar-benn ar gelted koz

eur bobl eus kreiz Galia, tiez bras pevarzuek a gaved peurvuia ; rouez ganto an tiez kelc’hiek. Darn eus an tiez bras-se a oa kant hanter-kant metrad led war bevar-ugent metrad treuz.

An tiez-dindan-zouar a oa etre daou ha pevar metrad an dounder anezo. Dibaot e savje da bemp metrad. Unan-dreist a zo bet kavet e bro ar Vediomatriked ha d’ezañ dek metrad dounder.

En Iwerzon, an ti-annez kelc’hiek a oa d’ezañ peurliesa eiz metrad treuz, hogen re vrasoc’h a oa ivez. Diouz an hen-skridou e welomp ez oa a-wechou en Iwerzon izel a-walc’h ar muriou a-us d’an douar d’eun den da ziraez gant e zourn gouriblou an dôenn. Gwechou-all, en eneb, ez oa ar muriou uhel-uhel : eun taol-nerz a dremened neuze teurel er vann eur rod e doare d’ober d’ezi tremen dre doull-moged an dôenn.

Hervez skridou Iwerzon ez oa sal vras ar bañveziou e ti roue-meur Iwerzon e Tara dek ha pevar-ugent metrad hed war bemp war-nugent treuz ha daouzek uhelder. Hogen e verk ar roudou diwarni eun hirder hag eul ledander brasoc’h eget se.


Lec’hia an tiez. — Gouzout a reomp dre skrivagnerien an Hen-amzer e kare ar Gelted a renk uhel sevel o ziez en amezegiez douriou-red ha koadou. An tiez-dindan-zouar a zo bet kavet en hon amzer ar roudou anezo er c’hoadou, war roz ar c’hrec’hiennou pe war uhelennou chomet fraost, a zo hogos bepred nes d’ar gwaziou-dour ha d’an eienennou.


An danveziou hag ar savadurez. — O veza ma kavent en-dro d’ezo danvez-prenn dreist d’o ezommou, ne rae ket ar Gelted nemet dibaot-kaer gant mein da sevel tiez [1].

  1. Diwar mare ar ragistorvez e kaved, koulskoude, e lec’hiennou roc’hek a zo eus Iwerzon, logouigou e doare ruskennou-gwenan, hag i savet e mein en o fez. N’oa ket benet ar mein, hogen dibabet gant evez ma klotent mat kenetrezo. Dre-holl, er ragistorvez, e veze graet gant prenn da zanvez ar savaduriou. Dalc’het e voe d’ar c’hiz-se e-pad pell amzer betek en eun niver broiou brudet dre o sevenadurez. Er C’hres e vanas war sav ken ar VIet kantved kent H. S. ar boaz da sevel e prenn an tiez, ar feunteuniou, ar gourenlec’hiou (palaistrai), ar saliou-emvoda, kerkouls ha chapeliou, templou ha delwennou an doueed. E Bro-Indez e voe graet gant prenn er savadurez ken an IIIet kantved kent H. S. (Rev. arch., 1908, pp. 362-3 ; M. Maindron, l’Art indien, Paris 1898, pp. 11-3).