Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
305
an tiegez, an ti, ar vevidigez


Neuz ha kinkladur tiez ar Gelted. — An Hen-Gelted, diouz ma ’z eus bet displeget araok, a oa a-walc’h ganto, gant ar peb uhela zoken, tïez dilorc’h meurbet. An tïez a zo bet kavet an dismantroù anezo e geuniou Glastonbury (Breiz-Veur) a oa eur souez neuz koueriat peuz-c’haro o diavaez e kemm braventez al listri neuziet-flour hag ar brageriziou kaer e metal prizius labouret-piz a gaved en o diabarz.

Tïez a oa, evelato, anezo moarvat estr eget foukennou bras mogedet. Peziou prenn kizellet-mat a zo bet kavet e kêriadenn Glastonbury hag e kêr-war-zour Loc’hlee. En Iwerzon, hervez m’her gweler diouz skridou ar Grenn-amzer, e veze muriou an tïez marellet a veur a liou an diabarz hag an diavaez anezo ; prenn kizellet e veze bannou ha gourinou an dorojou, kouls ha darniou all eus an ti. Danevellou, dezrevellet enno darvoudou c’hoarvezet e-pad ar pevar pe bemp kantved kenta eus an oadvez kristen, a ra meneg a dïez-roue, kaeraet o muriou dero hag o speurennou-diabarz gant kinkladuriou arc’hant, kouevr, hag arem, ha gant kizelladuriou prenn-ivin ruz. War vein-bez ar « Vosges », stummet diouz skouer tïez pevarzuek, kaeraet eo talben an tïez-se gant kelc’hiou, kroaziou ha rodou-heol. Eur jarlig kavet en Itali, hag hen stummet heñvel ouz eun ti, a zo a-us da lein e doenn eur rezad a zaoualarc’hed linennekaet [1].

An ober war eun dro gant al liesliverez, ar c’hizellerez hag an danveziou arc’hant, arem ha kouevr, da gaeraat ar savaduriou prenn, a c’helle rei d’ezo eun doare kened espar, heñvel pe heñveloc’h ouz an hini a gav ar veajourien-vremañ e kêriou-zo eus an Nepal kaeraet er stumm-se [2].

  1. Sellout an engravadur, Rev. arch. 1909, p. 100. skeud. 35. Eur jarl-ti all eus al Latium, gant daoualarc’hed linennekaet war nen an dôenn, a vo gwelet e Chantre, Mission scientitique en Cappadoce, p. 90, sk. 83.
  2. Diwar-benn neuz espar ha boemus ar seurt kêriou sellout ar pez a lavar Maindron, Art indien, pp. 112-3, o venegi Le Bon, les Civilisations de l’Inde, 1887, p. 542. Dre holl, en Henamzer, e raed gant al liesliverez. E Bro-C’hres delwennou, izel-vosou ha skultereziou an templou, peulvanou-koun ar beredou a oa livet, Rev. des Et. anc. 1908, pp. 165-7 ; H. Lediat, la Sculpture grecque, 1922, pp. 37-9, 52-3. Evelse e c’hoarveze ivez en holl Europa ar Grenn-amzer. Livet e oa ar c’hizelladuriou m’oa kaeraet ganto kroaziou-maen brudet Iwerzon gristen, Joyce, Social History, I, p. 567.