Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/264

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
notennou diwar-benn ar gelted koz

d’ar verdeadurez, d’ar gounid-douar, h. a. A-gevret gant geriou germanek-rik, geriou a ouenn geltiek ha geriou a ouenn latin, bet degemeret gant ar C’hermaned, a zo aet a-zegou eus ar germaneg er finneg [1]. Al latin decuria « degad », da skouer, amprestet gant ar C’hermaned e mare an Impalaerded roman da heul ar c’henwerz bras a foulinennou a veze graet neuze (dre zegou eo e veze niveret ha prenet ar c’hrec’hin gant ar Romaned) ha deuet da hen-islandeg dekor, da hen-suedeg dikur, da grenn-izel-alamaneg deker, a zo aet, dre amprest digant ar germaneg, da finneg tikkuri « dek, degad » pa gomzer eus leuegenou.

Ouspenn ar Finned (Fenni e latin, Fennôz e hen-c’hermaneg) [2] hag ar Slaved (Venedi ; kenveria ar finneg *Venada, Venaja « Russia ») a oa neuze eur bobl vihan divrud, o doa ar C’hermaned da amezeien diouz tu ar reter an Aested (Aestii), a oa ganto « eur yez henvel ouz ar Brezoneg » eme Dacitus. Beo eman bepred o ano en Eistland, Eastland, adano d’ar Samland (eur vro goularzus hec’h aodou), en anoiou ar Frisches Haaf, Aistenhaaf « porz an Aested », Estmere (hen-saozneg), Aismareis (lituaneg), en ano a Estonia. Ar vro-man, anvet e hen-suedeg Wirland, e finlandeg Vironmaa (gant Herri a Lettonia Vironia) a zo hizio eur vro finnek dre he yez [3].

N’oufen ket ober gwell eget kloza an treug-man eus Peulvanou Herkulez da Valtia dre zegas da goun d’al lenner an darempredou stank, dibaouez hag a bep seurd a zo bet etre ar C’hermaned hag ar Gelted e-kerz ar raghenistorvez. Testeniet ez int dre gant ha kant a c’heriou boutin

  1. Al levr a bouez da studia diwar-benn an Germaned ha Finned eo hini T. E. Karsten, Les anciens Germains, introduction à l’étude des Langues et des Civilisations germaniques, 1931.
  2. Gourhenc’hemnaneg *Pentnôz « Klaskerien », diwar kosa furm ar verb aet diwezatoc’h da c’hoteg findhan « mont da glask ». Ar Finned (en o dalc’h e oa holl gevrenn goadek Rusia betek en tu-hont d’an Oural) a oa anezo tud dichatal, dibark ha diliorz, ret d’ezo mont da glask o boued dre an hemolc’hi, ar pesketa hag ar gouezfrouesa pe al louzaoua. Karsten, op. cit. pp. 128-9.
  3. Eur skouer hounnez o lakaat anat an diforc’h a zo a-wechou etre gouenn eur yez hag ano ar vro pe ar bobl a ra ganti. Eur skouer-all eus se a gavomp en hevelep korn-Europa. Lituaniz en o yez a ra Gudai « Goted » eus Poloniz hag eus ar Rusianed Wenn, dre ma ’z eo bet gwechall-goz annezet bro an diou bobl slavek-se gant ar C’hoted, pobl c’hermanek.