Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
an ergerzout hag ar c’henwerza

Kenteliusoc’h eget anoiou ar goularz hag ar staen dre ma vez digoret gantan d’hor spered eun ec’hon-ec’hon a zremwel [1], eo an alamaneg-breman erz « kailh-metal, metal dilabour », hen-uhel-alamaneg aruzzi, arizzi, erizzi « metal, koc’hion-metal », hen-izel-alamaneg arut, hen-skandinaveg raudi « kailh-houarn ruz ». Ar stummou-se a c’houlenn en o diagent eur furm hen-c’hermanek *arud, *orud, a zo an andon anezi er sumereg urudu « kouevr ». Ar ger sumerek a zo bet ivez andon al latin raudus « kailh-kouevr o talvezout da voneiz », an hen-slaveg ruda « kailh-metal », ar c’hrenn-bersianeg rôd, persianeg breman « kouevr ». Ar finneg rauta « houarn » a zo bet amprestet digant ar germaneg.

Eus ar c’heltieg avat eo deuet d’ar C’hermaned ano an houarn. Ar goteg eisarn, alamaneg eisen, saozneg iron, a zo bet en o raog eur furm hen-c’hermaneg *isarna. Al lostger arn o veza rouez pe zianav e germaneg, ez eo gwir-henvel eman andon *isarna en hen-geltieg *esarnon, *isarnon. Klota a ra kement-se gant kavadennou an hendraouriez ragistorek. Pelloc’h e padas oadvez an arem er broiou annezet gant ar C’hermaned en Hanternoz Europa eget er broiou dalc’het gant ar Gelted. Ar re-man a anavezas al labour-houarn abretoc’h eget o amezeien diouz tu an hanternoz.

Anoiou ar plom er yezou nevez-c’hermanek, suedeg lôd, hen-izel-alamaneg lôt, hollandeg lood, h. a., a zo bet en o diagent eur furm hen-c’hermanek *lauda, diwar eur c’heltieg *loudion, aet da luaide « plom » en iwerzoneg. Aet eo da get ar stumm brezonek diwar *loudion gant ar pemp kantved a sujedigez dindan Rom en enez-Vreiz. Eus ar germaneg ez eas ano keltiek ar plom e finneg (luiyu « plom ») hag e slaveg (rusianeg luda « staen »).

N’eo ket hepken anoiou germanek ar metalou a zo bet amprestet gant ar Finned, hogen geriou-all dre gant ha kant, geriou a sevenadurez o tenna d’ar reiz ha d’ar renerez, d’ar brezel [2], d’an arrebeuri, d’ar chatal, d’al loened-mor,

  1. Da veiza kement-se, lenn C. Autran, La Grèce et l’Orient ancien, war Babyloniaca, VIII, 1924, pp. 129-218 ; Sumérien et Indoeuropéen, 1925 ; S. Lévi, J. Przyluski ha J. Bloch, Prearyan and Predravidian in India, Kalkutta, 1929 ; P. Hivet, Sumérien et Océanien, 1929. H. a.
  2. An hen-geltieg gaison « goaf-bann » (aet da iwerzoneg gae) a oa *gaizaz ar furm anezan e germaneg. Ac’hano ar frankeg gari, an islandeg geir, an alamaneg ger « goaf », hag ar finneg keihas « goaf ».