Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
notennou diwar-benn ar gelted koz

Skandinovia, « enez perc’hennet gant an Deutoned er pleg-mor Kodanos » (Pomponius Mela, De situ orbis).

An darempredou koz-koz etre Delos ha Hanternoz Europa, ar profou « paket e kolo gwiniz » degaset d’an templ brudet gant an Huperboreaned, kenwerz rakmukeniat ar goularz, a laka Autran da gredi ez eus eur gerentiez bennak etre Skandinovia (skrivet ivez Skandia) hag an anoiou Skandaria (beg-douar), Skandilê (enezenn), Skandeia (porz-mor) a gaved en Hen-amzer er mor Enezek. Kenveria ouspenn Skanda, er C’haokaz, e Kolc’his, bro vrudet (bro al Lazed hizio). Nom propre grec, pp. 414-5.

Deskus a-walc’h eo ano ar goularz e germaneg : glêson, goteg glêsaz, aet da c’hermaneg-breman glas, glass « gwer ». Amprestet eo bet gant ar Romaned : glesum. Ha gant al Lettoned : glisis. Keltiek kerkouls ha germanek e c’hellfe beza ar ger-se : an iwerzoneg gles « sked », ar c’hembraeg glwys « glan, santel, kaer » a zo diwar eun hen-geltieg *glêso- ; ar brezoneg gloa (e Gloagen), ar c’hembraeg’ gloew « boull, treuzwelus, skedus » a c’houlenn en o diagent *glévo-.

Ano germanek ar staen *tina, aet da suedeg tenn, da saozneg tin, da alamaneg zinn, a zo bet amprestet gant ar Finned a oa amezeien d’ar C’hermaned diouz tu ar reter : tinna « staen ». A-gevret gant ano ar staen, e tegemere ar Finned se ano germanek an aour : germaheg *gultha, suedeg guld, saozneg gold, aet da finneg kulta « aour ». Ar genyezerien d’ezo, avat, a oa o veva e koadou bras ar reter, war-du menez Oural, a zegemeras ano an aour eus an iraneg komzet er steppennou, moarvat dre hantererez ar rummadou anezo a oa o chom er c’hreisteiz, er riblennad-douar hanter-goad hanter-brad a ra an tremen etre rannved ar c’hoadou bras perc’hennet gant ar Finned ha rannved ar geotegi meur pe steppennou dalc’het gant an iranegerien [1]. Ouz an hen-berseg zaranu, zarania « aour », kenveria an ostiakeg sorna, sorni « aour », vogouleg suren.

  1. An Hungared pe Vagiared e oa moarvat ar re eus ar Finned a oa o chom er vro-etre se, da zezvarn : 1° diouz an aezoni o deus bet diwezatoc’h o vont eus troadeien o leoiata er c’hoadou da varc’heien o taoulammat war ar steppennou ; 2° diouz ar geriou iranek all a zo en o yez, kard « kontell » da skouer, osseteg kard « kontell ». An Osseted a zo eun aspadenn eus Norz-iranegerien ar steppennou aet da glask bod ha minic’hi war venez Kaokaz.