Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
261
an ergerzout hag ar c’henwerza

ar stummou-all-man a zo da ano an Ostidamnii e skridou an Hen-amzer : Ostimioi, Ostimii, Ostiaki, Ostiones, Ossismii. Evit ar ster laket da Oestrumnis, kenveria, er mor Kreizdouarek an ano a Hesperia « ar C’hornog » laket da Italia gant ar C’hresianed da genta (goude-se e rejont anezi Oinotria, Ausonia) hag an ano a Hesperia Ultima laket d’ar Spagn (Spania, Hispania a zeuas da veza ano ar vro-hont goude an aloubidigez anezi gant ar Romaned. Evit Iberia, kent d’ezi dont da ano ar c’hourenez a-bez, e oa bet laket d’ar gevrenn-aod a-led etre Peulvanou Herkulez hag ar Pirene. Digemmet e veze Iberia diouz Tartessos (anezan kevrenn vervent al ledenez), diouz Keltika (an argoad diouz tu ar c’hornog) ha diouz Bebrukia (an argoad diouz tu ar reter).

Kabaion, Gabaion, Gobaion (Beg ar Raz pe Lomaze Penn ar Bed).

*Uxama, Uxisama, *Uxantos (Eusa). Kenveria er Spagn ar c’hêriou anvet Uxama, Uxama Barka, hag anoiou doueou ha tud evel Belisama, Kintusmos.

Enezennou aod hanternoz an Arvorig : Riduna, Barsa, Sarnia, Verna, Kaesaria, Angia, Lesia. Sarnia pe Verna — Gwernenez ? Kaesaria pe Angia = Jersey, Jerzenez ? Ouz Kaesaria, kenveria Kaesaros, ano eur penvrezelour luzitaniat. Dre an enskrivaduriou ez anavezomp ano eur martolod eus Sarnia : Baslel Turbeli filius (Rev. des Et. anc. 1921, p. 336). An daou ano-se ne ziskouezont ket beza keltiek.

Itius pe Ictius Portus « porz-mor *Itios pe *Iktios (Boulogne ?). Teurel pled eo deuet an ano-se gant Iwerzoniz da veza ano mor Breiz-Veur (English Channel, la Manche) : muir n-Icht « mor Iz ». *Iktios a vije deuet da vrezoneg *Iz pe *Ez.

Enezennou aod hanternoz Germania, an teir brudeta anezo Glêsaria (Amlând ?), Baunonia pe Abalos (Heligoland), *Ambra (Amrum), houman bro c’henidik an Ambroned, kenvrezelourien d’ar Gimbred e dibenn an IIet kantved kent H. S.

Baltia, Basileia (Jutland), bro ar Gimbred, L. Schmidt, Zum Kimbern und Teutonenfrage, war Klio, 1928, pp. 95-104 ; S. Feist, Das Volkstum der Kimbern und Teutonen, war Zeischrift fûr schweizerische Geschichte, 1929.

Kodanos, ode-vor da vont e mor ar Sav-heol (mor Baltik).