Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
notennou diwar-benn ar gelted koz

Kourianon (pentir Grav hizio) en tu diouz ar c’hreisteiz da aber stêr Garumna. War c’hlann gleiz ar stêr, porz-mor Burdigala (Bourdel), ennan (en oadvez kelt-ha-roman) tud o tarempredi enez-Vreiz.

Kordanon (pentir Kordouan hizio), en tu diouz an hanter-noz d’an aber.

Enezennou Uliaro (Oléron), Oia (Yeu), Herios (Nermouster), war aod Galia. Ouz Oia, kenveria Oiasso, uheloc’h. Koz e tle beza an ano a Herios (Herius insula) laket da Nermouster. An ano-se a zeuas d’ezi moarvat dre ma oa dirak aber stêr Herios (ar Winun breman). Eur stêr diou-wazennek hec’h aber e oa ar Winun gwechall-goz. Ar wazenn aet da get a dremene el lec’h m’eman breman ar Vrierenn Vras, A. de Lapparent, Leçons de Geogr. phys, 3et mouladur, 1907, p. 407. Dre lennou Tehilleg ha Misilleg he dije tremenet ar wazenn goz. Etre Misilleg hag ar Vrierenn ez eus eun atant anvet La Haie d’Er. Diou gêriadenn anvet Er a zo tostik-tost d’al lec’h ma teu an diou ganol, hini ar Chaoser ha hini an Tailhed, da geja gant ar stêrig anvet Brived-Izela. Ahendall, diouz sellout hepken ouz ar gartenn tennet gant Strollad-Meur an ofiserïen, diaes eo kredi he dije eur stêr tremenet biskoaz dre ar vro durumellek a zo etre Tehilleg hag ar Vrierenn.

Korbilo, porz-mor war aber stêr Liger (Loar). Kenveria Korbio en Iberia, kêr annezet gant ar rummad-tud anvet Karisti.

Aber stêr Herios (ar Winun breman). En aber-se e oa traez staenus a zo bet gounezet gant Hen-amzeriz. Ar c’houn anezo a zo manet marteze en ano-bourc’h Penestin (Penn ar Staen ?).

Insulae Veneticae « an Enezennou gwenedek », gouez da Blinius : Vidilis (Gouezel), Siata (Houad), Atika (Hedig).

Stêlê boreios « Peulvan an Hanternoz ». Ar peulvan-se, « o sevel e penn pella bro ar Gelted, war harzou Gwenediz », a zo anezan pe eur golonenn varzus o harpa bolz an Nenv pe eun ano laket da Vaen-hir meur Lokmariakêr gant tud deuet dre vor eus ar C’hreisteiz, A. Bertrand, La Gaule avant les Gaulois, eil mouladur 1891, p. 158, n. 1. Anat eo kement-se. Ken anat-all eo bet ijinet an ano-bro Oistrumnis, Oestrumnis « ar Gornoka » laket d’an Arvorig, hag an ano-pobl Ostidamnii « pobl ar C’hornog » laket da vroïz gant tud deuet dre zouar eus ar savheol. Teurel meiz ivez war