Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/259

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
an ergerzout hag ar c’henwerza

meurbet ar gwelead anezan. Eul lec’h a bouez bras e oa bet Menez Kassios, ha koun a zalc’hed en Hen-amzer eus an emgannou taer a oa bet gwechall-goz evit hen perc’henna. Kenveriet eo bet an ano-menez-se ouz kassiteros a zo, e barzonegou Homeros, ano gresiek ar staen (« ar staen keltiek », ton kassiteron ton keltikon evel ma lavar Aristoteles, ha goulakaet eo bet gant d’Arbois de Jubainville ha S. Reinac’h e oa kassiteros a ouenn geltiek, nemet stummadou diwar ar ger-se a gaver en assirieg, en arabeg hag e sanskriteg ha kement-se a laka da ziskredi e vije keltiek e gwirionez.

Ophiussa, ano laket gant ar C’hresianed da aod Kornok Iberia (aod ar Portugal breman). Kehelidigez an Naer (ophis) a zo laket anat gant hendraezou ragistorek ar vro-se.

Londobris, enezenn war aod kornok Iberia. Kenveria, en enez-Vreiz, Londinium, war eun enezenn e-kreiz stêr Tamêsis (Tavoez), tost d’hec’h aber. Keltiek e c’hell beza londo, a-enep d’ar pez a zo bet lavaret gant gouizieien dic’houzvez eus ar yezou keltiek.

Promontorium Celticum, ano laket gant ar Romaned da veg-douar gwalarn bro-Spagn (Hispania) [1].

Kallaïkia (Galisia hizio). Staeneg er vro, dindan c’hounid en Hen-amzer, hag en aod konkou mat d’al listri-mor ha d’ar bigi. Joleaud, Ancienneté de l’exploitation de l’étain dans le nord-ouest de l’Espagne, war L’Anthropol. 1929, pp. 134-6.

Kantabria. E-touez pobladou ar vro, eur meuriad anvet Albiones. Kenveria Albio, hena ano enez-Vreiz anavezet ganeomp (*Elvez e vije e brezoneg).

Oiasso (Oyarzun hizio). Houarnegou brudet, bet gounezet gant Hen-amzeriz. Lenn Kamilh Jullian, Les mines de La Haya, war Rev. des Et. anc. 1921, p. 64.

Aod Aquitania, henvel e pep kenver ouz aod Ophiussa : ledet a-eeun etre kreisteiz ha hanternoz, traez-holl ha diherberc’hus d’al listri. Da evesaat eo e oa bet graet Aremorica eus Aquitania e-pad eur pennad.

  1. Souez pegen stank e vez an anoiou diwar Kelta, Keltos, en Iberia : Celti, Keltoi, Celtici, Keltikoi, Celticoflavia, Celtiberi, Keltiberoi, Celtigun, Celtillus, Celtius, Celtus, Celtitanus. Seul souezusoc’h eo ma ’z int rouez-kenan pe zoken dianav a-grenn er broiou keltiek-all, ken war an Douar-bras ken en Inizi ar Gwalarn. Nec’het e oa bet Jaket Kamilh Jullian gant se, Rev. des Et. anc. 1921, pp. 60-1.