etre ar c’heltieg hag ar germaneg, ha dre an amprestadennou diouz ar c’heltieg graet gant ar germaneg (bet studiet da genta gant D’Arbois de Jubainville, Premiers Habitants, II, 1894). An distreseta eus an holl yezou nevez-c’hermanek, an uhel-alamaneg, eo ar yez c’hermanek evel m’eo deuet da veza pa voe degemeret da vat ha komzet gant brôadou-tud arall-yezek an Erkunia, ma oa keltiegerien an darn-vuia anezo. Ano ar bobl Volka a zo aet da hen-uhel-alamaneg Walha, hen-islandeg Valir, hen-saozneg Wealas. Dre astenn-ster e teuas e germaneg da lavarout, neket hepken ar Gelted romanekaet pe get, hogen, ouspenn, ar Romaned hag ar poblou nann-keltiek bet romanekaet. Kelta, Keltos, an ano meur-all d’ar Gelted, a gaver en ano hen-skandinavek Heldar, en ano c’herusk a vaouez Thunelda (elda = *helda). An anoiou hen-geltiek divoutin a dud Katiwolkos, Katumâros, Kunomâros, Segomâros, Dagorix, h. a., a zo aet da hen-uhel-alamaneg Haduwalh, Hadumar, Hunmar, Siegmar, Tagarih. Da hen-uhel-alamaneg Purgunt eo aet an ano keltiek a zoueez Briganti. H. a. Neckel, Germanen und Kelten, 1929 ; Stümpel, Namen und Nationalitat der Germanen, war Klio, 1932, stagadenn XXV ; Elston, The earliest relations between Celts and Germans, 1934.
Peger buan e veajed war zouar ha war vor. — Diouz an niverennou da heul e vezo merzet peger buan e c’helled beaji e Keltia gwechall-goz.
1) War zouar : seiz deveziad kerzout a gemere d’ar varc’hadourien mont eus porz-mor Purena pe Portus-Veneris (Port-Vendres) da aod ar mor Bras, a-dreuz ar striz-douar a stag ar Spagn ouz Galia (500 kilometr) ; — tregont devez a oa ret d’ar varc’hadourien staen da dreuzi Galia, eus aod mor Breiz da hini Kreizdouarek. Buanoc’h ez ae an dud en o ferz o-unan, oc’h ergerzout war varc’h hep heul na kirri : e 58 kent H. S., Kaesar, o veaji hogos e-unan penn, a reas eiz deveziad hent hepken evit mont eus Roma da Genava ; mar lakomp en dije kemeret ar berra hent, o tremen dre Eporedia (Ivrée) ha dre ode Kremo (St-Bernard bihan), en dije graet kant hanter-kant kilometr bep deiz. — Er bloaz 9 goude H. S., Tiberius evit mont da gavout e vreur a oa gwall-glañv, a dreuz an Alpou hag ar Rênos ha, kemeret gantañ a-vec’h an amzer da gemma e jao, e peur-