Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
253
an ergerzout hag ar c’henwerza

E Galia, an Aedued hag ar Sequaned, etrezo d’o ranna stêr Arar, a veze dibaouez o tabutal diwar-benn ar stêr-se, pa doue an eil hag egile beza perc’henn da vat war ar red anezi, oc’h azgoulenn kaout en e lod degemeredigez an treiz-wiriou. War-dro ar bloaz 60 kent H. S., e savas diwar se eur brezel ma voe trec’het ar Sequaned, a c’halvas d’o skoazell ar C’hermaned.


Lezennou diwar-benn ar c’henwerz. — Ar c’henwerz, daoust ma rae ar gwella berz, n’oa ket peur-zishual. Paea gwiriou a ranke ar varc’hadourien d’ar poblou ma tremenent war o douarou. En enez-Vreiz n’halle ket ar strolladou listri, o tont a Vro-Spagn ha Galia, douara war-eeun en aodou ar staen : ret e oa d’ezo gortoz ouz an enezennou nesa. War an Douar-bras e veze difennet-striz gant poblou a oa degas ha gwerza danveziou-zo war o douar. N’helled ket degas aour e bro ar Skordisked (gourenez ar Balkaniou). E bro an Nervied (hanternoz Galia) e oa difennet gwerza gwin hag an holl draezou didalvez « gouest da zinerza an eneou ha da wanaat ar c’halonou ». A zo kaeroc’h, an diweza pobl-mañ a vire ouz ar varc’hadourien da zont en he domani. Nemet eun direizadenn n’oa ken e Galia, er Ia kantved kent H. S.


Ar varc’hadourien. — Eus ar varc’hadourien e veze atao mont-dont dre Geltia, darn a oa Kelted [1], darn all diavaezidi. Ar re-mañ a voe anezo, diouz al lec’h hag an amzer, Etrusked, Ligured, Ibered, Illirianed, Germaned, Skuthed, Gresianed, Karthadaiz, Romaned (ar re ziweza-mañ, dreist-holl diwar eil hanterenn an IIet kantved kent H. S.).

E broiou keltiek an Danuvios edo ar c’henwerz, war a heñvel, etre daouarn ar Sigunned, eur bobl nann-keltiek, diazezet war glannou an Danuvios damdost d’al lec’h ma savas ar Gelted, er IVet kantved kent H. S., kêr greñv Singidunon pe Singindunon (Beograd). Darempredet e veze a-viskoaz, en tu-hont da goun den, hentou mor ar C’huz-heol gant listri Tartessiz Bro-Spagn a save betek Iwerzon hag

  1. Miret eo bet d’eomp gant an enskrivaduriou latin engravet er marevez kelt-ha-roman ano meur a hini eus ar varc’hadourien-se. Unan anezo, C. Aurelius Verus, negociator britannicianus, a vez graet anezañ moritex, da lavarout eo « beajour dre vor » en hen-geltieg.