Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
notennou diwar-benn ar gelted koz

ar varnerien, ar renerien, ar varzed, ar vrezelourien, war o beaj, hag, ouspenn, an diavaezidi. An « herberc’hour »-se a veve en eun ti a raed bruden anezañ, ec’hon a-walc’h evit ma c’hallje rei degemer ennañ d’eun niver ostizidi. Perc’henn e oa war zouarou na dlee paea leve ebet diouto, hag a oa a-walc’h anezo evit e zic’haoui diouz mizou e herberc’herez. E kroaz-hent daou hent bras edo an herberc’htiou ; eun tantad a vaged, a-hed an noz, el letonenn dirazo, da eeuna a-ziabell ar veajourien. War enaou dalc’hmat e tlee beza tan o c’hegin, o c’haoteriou bepred leun a gig, ha digor atao an doriou warno, nemet diouz an tu ma c’houeze an avel. Sellet e veze pep bruden evel eur minic’hi didorrus ; ar muntrer en em repue enno n’helled ket e serri.

Meur a renkad herberc’hourien a oa. An izela hini, anvet brugaid cedach « herberc’hour-kant », a oa dleet d’ezañ kaout, da vihana, kant penn a bep doare chatal, kant labourer-douar, hag eur peadra kevatal a vier, chufere, bleud hag all, da veva e ostizidi. An herberc’hour a genta dere, pe pennherberc’hour (rigbrugaid), a oa anezañ eun den a bouez ha prizet uhel. Bez’ e vije bet en Iwerzon, er Ia kantved kent H. S., c’houec’h pennherberc’hour evel-se. Ar brudeta anezo e oa Da Derga [1] a Leinster. An ti anezañ a oa warnan seiz dor atao digor. Seiz kambr a oa etre pep diou zor, hag int ec’hon a-walc’h da zegemerout eun niver bras a dud. Teir gwech hanter-kant paotr yaouank, armet gant batarazou spern enveziet a houarn, a rae gwardoniez war an ostaleri.


Perz pouezus ar c’henwerz e buhez Keltia. — Eun dra hag a ro testeni war ar bras a bouez dalc’het gant ar c’henwerz e buhez an henved keltiek eo ma tirollas meur a vrezel en abeg da berc’hennedigez vengleuziou pe wiriou-treiz war hentou ha stêriou darempredet gant marc’hadourien. Strabon a zo meneg gantañ a ziou bobl eus Illiria a oa e brezel dalc’hmat en abeg d’eur poull-holen war ar genvevenn etrezo. « Divizet e oa bet », emezañ, « e vije bet gounezet ar poull-holen gant an diou bobl, bep eil tro ; nemet torret e veze alies an diviz-se ha, da heul, e save brezel. »

  1. Iwerzoneg-krenn eo Da Derga, Derg a dalv kement ha « ruz ». Da, tro-c’henel Da’ a heñvel derc’hel lec’h eur furm hen-geltiek *Davos, tro-c’henel Davi, a c’hallfe beza kar da Davus, ano sklav e Plautus ha Terentius (IIIet, IIet kantved kent H. S.).