Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
251
an ergerzout hag ar c’henwerza

kristen, ouz an darn eus enez Vreiz a oa sujet d’ar Romaned hag ouz kornog Galia, e tegouezas enni eun niver bras meurbet a beziou-moneiz roman. E derou ar Grennamzer e prizache c’hoaz Iwerzoniz dre vuoc’hed (set, bo), maouezed sklav (cumal), ha seier heiz (miach). Kimbos pe kimmos (deut da « cimb » en iwerzoneg) e oa, e keltieg Iwerzon, ano ar moneiz-troka, pe beziou e vije pe zanveziou all.


Foariou ha marc’hadou. — Heñvel-tre e oa, evit doare, ar foariou hag ar marc’hadou gant Hen-Gelted ouz re Iwerzon er Grenn-amzer. Kas a reomp hol lennerien d’an taolennadur klok a rôomp eus ar re-mañ en 3et kevrenn eus hor pennad XII. Lakaet eo bet [1] ez oa ar geriou bona ha magos, anezo dibenn kalz a anoiou lec’hiou annezet e Galia, da lavarout kement hag ar ger latin forum. A c’hallfe beza, nemet n’eus tra a gement hel lakafe anat. Magos a zo deut da mag en iwerzoneg, ma e brezoneg, ha n’o deus ken talvoudegez an eil hag egile eus ar geriou-se nemet « kompezenn, tachenn, lec’h ». Bona a zo, hep mar ebet, andon an iwerzoneg bun « diazez ». Ar c’hembraeg bon « diazez » a c’houlenn en e ziagent eur stumm bonna a lenner ivez war skridou an Hen-amzer.

Bez’ ez eus en iwerzoneg eur ger ceide « marc’had, foar » a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *kention. Kenveria Kantion, ano ar rannvro eus enez-Vreiz an dosta d’an Douar-bras. E marzistor Iwerzon, Magh gCeidne a zo ano al lec’h ma veze degaset d’ar Fomoreed an truaj dleet d’ezo [2].


Ostaleriou. — Ostaleriou a oa en Italia-Uhela d’ar mare ma skrive Polubios (e-kreiz an IIet kantved kent H. S.). E Galia, a-hed an hir a hent heuliet gant ar sammou staen eus aod mor Breiz da Vassalia, e tlee beza, da bep penn deveziad-kerzout, tiez savet a-ratoz da gledouri ar varc’hadourien.

Meneget e vez alies gant skridou iwerzonek ar Grenn-amzer eun doare den a garg, anvet brughfer pe brugaid « merour, perc’henn-douar », a oa e zlead herberc’hia ar rouanez,

  1. C. Jullian « Histoire de la Gaule », II, pajenn 238.
  2. J. Rhys, The Coligny Calendar, London, 1910 (mouladur distag ; diwar The Proceedings of the British Academy), p. 18.