Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
notennou diwar-benn ar gelted koz

Vakedonia, a veze degaset dre hent an Danuvios hag ar Rotanos gant ar varc’hadourien hag ar c’hopr-soudarded o tont d’ar gêr. A bell da nes en em skignas boaz ar moneiz aour, arc’hant hag arem e-touez Arvorigiz hag ar Velged hag, en tu-hont d’ar mor, e korn gevred enez Vreiz.

Aes merzout, diouz an niverennou-mañ da heul, peger stank e rede ar moneiz gant poblou keltiek a oa. Er bloaz 197 kent H. S., e-mesk ar preiz-brezel lemet gant ar Romaned digant Kelted an Itali, e oa 79.000 pez-arc’hant merket warno skeudenn eur c’harr daou loen-kezeg outañ ; — ar bloaz 196 a zegasas da deñzor Roma 234.000 pez arc’hant a hevelep patrom gant ar re genta ; — preizadeg ar bloaz 191, ha hi graet en eur vro gwastet euzus meur a vloavez a oa, a zizougas c’hoaz 230.000 a beziou arc’hant.

Kenta peziou-moneiz ar Gelted a zo anezo heñveladuriou mat diouz peziou gresian ; beza a-walc’h e vijent bet skôet, evit eun darn, gant Gresianed e servij rouaned Keltia. War zistresa ha disleberi ez eas ar patrom anezo tamm-ha-tamm, ken na weler mui war zaou du diweza peziou ar rummad kenta-se nemet eur rouestlad iskis ha divalo a boentou hag a linennou. Diwar ar bloaz 150 kent H. S., ar Gelted, o trei o sellou ouz plant ha loened ar broiou ma vevent, ouz o c’hredennou hag o danevellou brôadel, a gavas enno evit o feziou-moneiz skeudennaduriou a zo diouto o-unan. Dizano ha diskrid e vanas ar peziou-moneiz keltiek ken ar c’henta kantved kent H. S. ; diwar neuze e rôont da anaout d’eomp anoiou eun nebeut rouaned ha penrenerien Keltia ha n’ez eus diwar-benn hiniennou anezo meneg ebet e skridou ar C’hresianed hag al Latined.

E-keñver gant ar moneiz graet er vro edo red-dired e Keltia eur peziou bennak a vro all, gresian, iberiat, karthadaat, ha, da ziweza, roman. Eur wech staget ar pep brasa a Geltia ouz impalaerded Roma, oberidigez ar moneiziou brôadel ne voe ken anezi. Koulskoude, c’hoaz e diweza bloaveziou ar c’henta kantved goude H. S. edo e moun er marc’hadou eun nebeut peziou-moneiz breizek.

Hen-Iwerzon ne voe ganti biskoaz moneiz ebet diouti hec’h-unan, nemet, da heul an darempredou kenwerz a voe dalc’het ganti, e-pad ar pevar kantved kenta eus an oadvez