Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
an ergerzout hag ar c’henwerza

Ar peziou-moneiz, o tont e boaz, n’e zistroadas ket en holl. C’hoaz er Ia kantved kent H. S., e rae, evit an darn-vuia, Breiziz da voneiz gant tolzennou kouevr pe lagadennou houarn, divizet ar pouez anezo. Tolzennou arc’hant doare gant ar vouc’hal diou-zremmet, hag int bet teuzet er marevez kelt-ha-roman, a zo bet kavet en hon amzer en Iwerzon, Breiz-Veur hag en hanternoz ha kreiz Europa.

War-dro an IIIet kantved kent H. S. eo e stagas Kelted an Douar-bras, diouz skouer ar C’hresianed, gant an oberia peziou-moneiz. En aour e voe kenta peziou ar Gelted evit doare [1], hag int graet heñvel ouz « staterou » rouanez ar

  1. Arvarus eo kement-se. Diouz ar ster a vouneiz kemeret gant ano ar metal gwenn e galianeg hag er yezou brezonek dinaouet eus galianeg enez-Vreiz, e ve da gredi ez eo bet arc’hant kenta mouneizou Kelted an Douar-bras. Bezit koun ouspenn eus ar ger diougevrennek argantodanos « barner an arc’hant » a lenner war peziou-mouneiz eus Galia. Ano eur reizawour a vije bet e gefridi evezia ouz ar mouneiza e tiskouez beza ar ger-se. (M. M. 12-7-1943.)