Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
notennou diwar-benn ar gelted koz

poblou Keltia, pe re C’halia da vihana, muzuliou kenreizet o klota striz kenetrezo.

M’o dije bet, ouspenn, eur c’henreizadur, pe veur a hini, a vuzuliou-poueza, n’oufed nemeur hel lakaat en arvar. Abred-kaer e voe anavezet ar balañsou en Ejipt : skeudennaduriou izel-vos eus ar VIet rummad-rouanez (war-dro ar bloaz 2.500 kent H. S.) a zo taolennet ganto unan diglok c’hoaz, ha daou grog ouz ar walenn anezi. Eus ar vro-se, dre voraerien enez Kret, en em skignas ar valañs er C’hres hag en Italia. Kavet ez eus er C’hres, en eur bez roue savet etre ar bloaz 2.000 hag ar bloaz 1.500 kent H. S., daou re valañsouigou en aour, a oa anezo, hep mar, profaduriou. Kammed ha kammed, a foar da foar hag a varc’had da varc’had, e c’hounezas ar valañs tachenn war-du an Hanternoz. A-douez dismantrou ar c’hêriadennou war-zour, a oa en o bleuñv er Suis e marevez an armou arem (eus ar bloaz 2.000 d’ar bloaz 900 pe war-dro kent H. S.), ez eus bet tennet poueziou ploum ha staen, outo eul lagadenn d’o staga ouz krog ar valañs. Unan eus ar poueziou-se, a furm gant eur gornigell, a zo heñvel-pik ouz poueziou staterae « krogou-pouez » ar rann-amzer kelt-ha-roman.


Ar moneiz. — Chatal, sklaved, ed, listriach, armou ha kinklerezou, feilhennou pe boultr aour, ar re-se e voe kenta moneiz-troka Europiz. Da c’houdevez, e savas, e kreiz, hanternoz ha kornog Europa, kerkoulz hag er c’hreisteiz anezi, boaz an tolzennou metal (aour, kouevr, arem, arc’hant), reizet ar stumm hag ar pouez anezo. An doare ma stummed peurliesa an tolzennou-se e oa hini eur vouc’hal diou-zremmet, treuz-didreuz en he c’hreiz eun toullig ma tremened ennañ eur gordenn d’o istribilha. Re all a oa a furm gant rodouigou, lagadennou, hag all. E-metou poblou raghellenek Enez Kret, Enez Chipr hag an Azi-Vihana eo d’eomp klask mammenn an doare moneizadur-se, en em ledas a-nebeudou en Europa meur a gantved a-raok aloubadennou-brezel ar Gelted [1].

  1. E broiou ar Gevred, e veze rôet d’an tolzennou kouevr stumm eur c’hroc’hen ejen (ha d’ar poueziou — arem gant plom ebarz — stumm eur penn-ejen pe eur penn-leue). Hervez ar geriadurour Hesychius, ar barrennou metal dek min pouez a oa ganto stumm ar vouc’hal diou-zremmet {pelekus}. Ar barrennou disteroc’h pouez a oa o stumm hini ar vouc’hal undremmet (hemi-pelekus « hanter-vouc’hal »). Dellezek a evez eo etrevrôadelez ar gresieg pelekus : sanskriteg paraçu, assirieg-babilonieg pilaqqu « bouc’hal » ; kenveria ar sumereg bal « bouc’hal », bal-su-du « douger-bouc’hal » (doare-beleg), an ac’haïweg Bêlos « an Nenv » ha « doue an nenv » (a oa ar vouc’hal e arouez). Kavet ez eus bet bouc’hili sklat undremmet eus Iwerzon d’an Indez, eus Skandinavia d’an Ejipt ; bouc’hili ensouc’het, eus Kornog Europa (Iwerzon, Galia, Iberia) da Rusia, Siberia ha bro-Sina. Dibaot pe zianav ez int er C’hres hag er broiou e-harz ar C’hres, er Ragazia, en Iran hag en Indez. Anezo moarvat eun testeni ouspenn eus an darempredou kenwerzel a veze etre ar Reter-Pella hag ar C’hornog-Pella dre hantererez iranegerien ar steppennou, Skuthed, Saked, Massageted, Sarmated, Alaned. Ar bobl anvet Sinoi, Sinai e Mezopotamia, cina en Indez, anezo hervez ar Mahabharata, marc’hegerien brudet o c’hezeg o veva e-harz Tukhara (Toc’harianed ? Teukrianed ?) ha nepell diouz Iavana (Iaoniz) a zo hep mar ebet Skuthed ha diganto eo marteze o deus bet melengroc’heneien ar Reter-Pella an ano a zougont breman (Autran, Tarkondemos, 1923, pp. 226-7, notenn). Seligman, Bird-chariots and socketed-celts in Europe and China, war Journal of the Royal Anthropological Society of Great-Britain, 1920 (renta-kont war L’Anthr. 1921, p. 558) ; Anderson, Der Weg über die Steppen, war Bulletin of the Museum of Far Eastern Antiquities, Stocholm, 1929 ; O. Janse, Notes sur quelques épées anciennes trouvées en Chine ; Quelques antiquités chinoises de caractère hallstattien, id. 1930 ; Vayson de Pradenne, L’étamage des armes de bronze en Chine, war L’Anthr. 1924, pp. 481-543. Ahendall, diarvar eo bet laket gant ar c’havadennou hendraezou levezon Kornog Azia war Vro-Sina e-kerz kenta rannoadveziou ar metal. An armou metal kosa, bouc’hili, klezeier, h. a., e boaz gant Sinaïz e-doug an IIIet hag an IIet milved kent H. S. a zo graet diouz patrom an armou a veze oberiet en hevelep predou e Ragazia (Suziana pe Elam, Mezopotamia, Armenia, Kaokazia). A-walc’h kement-se evit rei da anaout ez eo bet pleustret hent ar sidanerien dre greiz Azia araok zoken ma oa eus kenwerz ar sidan.