Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
247
an ergerzout hag ar c’henwerza

pe trifennek (Rênos, Bodinkos, Rotanos) [1]. Ac’hano al lezano « merc’hed Adria » roêt d’an Heliadezed. Ar C’hresianed a lake er-maez eus aber an Eridanos, war ar mor Bras (Okeanos), da lavarout eo er-maez eus aber ar Rênos, finvez reuzeudik Phaeton « ar Skedus », e veuzadenn er c’heinvor a-gevret gant karr ha kezeg an Heol, kanvaouadeg e c’hoarezed war an aod, troïdigez o daerou e goularz, ha troïdigez al lenverezed yaouank o-unan e krenenned, (Populus tremula). War an aod, gouez d’ezo, Kuknos « Alarc’h », roue al Ligured, a-greiz m’edo o c’harmi da varo mab doue an deiz, a voe trôet en evn-anver d’ezan [2].

Ar staen tennet eus ar mengleuziou en-dro da veg-douar Belerion, e korn mervent enez Vreiz, a veze teuzet, puraet ha graet anezañ tolzennou war al lec’h end-eeun ma veze tennet. Stummet e veze an tolzennou-se e furrn disou. Kaset e veze eun darn anezo en enezennou Sorling, d’o rei eno d’ar verdeidi o tont a Vro-Spagn ; an dilerc’h a gased war girri betek da geñver enez Vektis (Wight) ; bagou ler o zreize en enezenn e-lec’h m’o gwerzed d’ar varc’hadourien eus Galia, ha karget e veze gant ar re-mañ war o listri. Eur wech dilestret an tolzennou staen war arvor Galia, e vezent sammet war jaoiou ha douget e diabarz ar vro. Adalek ar Vet kantved kent H. S. e veze dilennet eun niver eus an tolzennou-se da vont da Vassalia (Marseille).


Poueziou ha muzuliou. — Komzet ez eus en hor pennad a-raok eus daou vuzul-gorread Kelted Galia, kandeton ar maeziou hag an arepennis, karrezennou reiz an hed-tu anezo a gant ilinad evit ar genta, a bevar-ugent ilinad evit an eil ; meneget hon eus ivez o muzul hed-hent penna, al leuga, d’ezi 5.000 ilinad, da lavarout eo hanter-kant gwech hed-tu kandeton ar maeziou. Anat diwar gement-se, evel ez eus bet lavaret c’hoaz (pempvet Pennad, paj. 111), ez oa gant

  1. Goularzus e oa aod ar Frizoned etre aber an Albis hag aber ar Rênos. Ac’hano an ano laket da unan eus enezennou an aod-se : Glêsaria, eus glêson « goularz » e germaneg ha marteze ivez e keltieg. Amland eo hizio, war a greder.
  2. E gresieg Ligur a vez distaget ha skrivet Ligus ; eun ano boutin eo ivez o talvezout « krier, garmer ». Gant-se, Kuknos, roue al Ligured, a c’hell beza klevet « Alarc’h, roue ar C’harmerien ». An alarc’h gouez n’eo ket eun evn mut evel alarc’h al liorzou. Bez ’ez eus anezan hizio c’hoaz eun evn kehelet gant ar Frizoned, L’Anthropol. 1921, pp. 175-6.