Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
notennou diwar-benn ar gelted koz

d’ar Gelted arc’hant, goural, gwin, eol, kezeg, dilhad ha harneziou lorc’hus, hobregonou brao kaeraet gant skeudennou, togou-brezel arem outo kribennou boemus, melezouriou arem, podou kaer pri livet, listri ha trebeziou arem pe arc’hant kizellet diwar zourn poderien hag orfebourien etruskat pe c’hresian. E distro, e kasent di goularz, staen, aour, mein prizius, sklaved ha diwezatoc’h, dreist-holl diwar ar Ia kantved kent H. S., houarn, prenn, koar, rousin, flammerennou (gouleier-torchou), peg, krec’hen kriz pe givizet, kouarc’h, lien lin, dilhad gloan, bleo merc’hed meleganezed, louzeier mezegiez, greun, mell, kilhevardon, keuz (fourondeg) eus meneziou Kebenna (Cévennes), Lesura (Lozère), hag Alpis, chatal, loened-ti hag evned-porz (kezeg, oc’hen, moc’h, koun, gwazi), loened gouez (tirvi, arzed, bleizi, kizier-karvetaered) evit c’hoariou ar c’helc’hva.


Kenwerz ar goularz hag ar staen. — Eus an holl zanveziou kenwerz, emaomp o paouez menegi, ar goularz hag ar staen eo a voe anezo ar badusa hag ar bouezusa eskemmadeg. Diwar an XXet kantved kent H. S., evit doare, ar pep brasa eus eost-goularz glannidi hag enezidi mor an Hanternoz a veze gwerzet ganto da varc’hadourien a c’houneze, dre draoñiennou an Albis ha kenstêriou an Danuvios, aodou an Adriatik, ma c’hellent ac’hane hen degas aes dre vor er C’hres hag en enezennou nesa d’ezi. An hent-se eus mor an Hanternoz d’an Adriatik e oa ivez end-eeun an hini a veze heuliet, a-raok an dekvet kantved kent H. S. gant ar profou « paket a golo gwiniz » kaset gant an Huperboreaned (da lavarout eo poblou an Hanternoz, en o zouez ar Gelted), da dempl brudet an Heol, en enez Delos.

Eur forc’henn diwar an hent-meur-se, ar c’haol anezi moarvat e bro-Helvetia, a dize traonienn ar Rotanos (Rhône) hag a ziskenne gant red ar stêr-se betek aod pleg-mor Galia. Ac’hano, e marzdanevellou ar C’hresianed, mojenn an Eridanos [1], ar stêr veur daoubennek (Rênos, Bodinkos)

  1. Keltiek kerkouls ha gresiek e c’hellje beza an ano-se. E gresieg e talv Eridanos kement ha « Ro ar beure » hag eun ano barzonius eo d’ar goulou eus an deiz sellet evel eur stêr vras a zo he mammenn er sav-heol hag hec’h aber er c’huz-heol. E keltieg e talvezje « Ro meur », eri o veza eur c’hentger-krenvaat. Dânos a zo aet da iwerzoneg dan, da gembraeg dawn « ro, rôad, donezon ». Ouz Eridanos kenveria Kassidânos « Kaer-e-zonezon » pe « Donezonet-kaer ».