Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
notennou diwar-benn ar gelted koz

enez-Vreiz [1]. En hentou-se e weled, ouspenn, listri o goueliou ruz Gwenediz ha, diwar ar VIet kantved, listri Karthadaiz.

D’o dezougen war zouar e sammed ar marc’hadoureziou war loened : marc’h, ejen, azen, mul, pe war girri diou pe beder rod. Ar Sigunned a rae gant kirri war beder rod golôet gant ler pe feltr ha stlejet gant meur a goublad kezeg bihan blevek. Merc’hed eo a vleine peurliesa ar c’hirri-se, a veze kavet adalek genou an Danuvios betek ar Rotanos.

Ne vern a be ouenn e vijent, e tiskoueze marc’hadourien Keltia kalz a gendalc’h hag a nerz-kalon. « Ligured Galia, en em ro da genwerzi », eme an danevellour Diodoros, « a laka gant herder o buhez er gwasa arvar o verdei moriou Sardenia hag Afrika ; savet war vagouigou bresk ha ganto pourveziou gwall-zister, e tifiont ar barradou-amzer skrijusa ». An hevelep Diodoros a daolenn d’eomp-ni an Atheniad brudet Themistokles (Vet kantved kent H. S.) argaset a bep tu gant kasoni Spartaiz, ret d’ezañ tec’hout en noz diouz bro ar Volossed (war vevennou ar C’hres) hag o keja eno gant « daou Liguriad yaouank, marc’hadourien a vicher, a anaveze mat an hentou. An daou baotr yaouank a dalvezas d’ezañ da hentourien en e redadennou noz da dec’hout diouz enklask Lakedemoned ; ambroug anezañ a rejont kalonek ken na zegouezjont, goude gouzañv kalz a skuizderiou, en Azia e-lec’h e kavas an Atheniad, d’an diwez, eur repu asur e ti eur mignon. »


Ar veajourien. — Gweladennet e voe Keltia, er VIet, IVet ha IIet kantved kent H. S., gant tri beajour brudet, e tleomp

  1. Testeniet eo an darempredou etre ar Spagn diouz an eil tu, an Arvorig, Iwerzon hag enez-Vreiz diouz an tu all, gant : 1° pez-barzoniez Rufius Festus Avienus, Ora Maritima (372 goude H. S.), anezañ eun aozidigez e gwerzennou latin eus eun hen-zanevell c’hresian a heñvel beza bet trôet diouz yez Karthada ; — 2° ar gavidigez en holl vroiou-se eus eun niver hendraezou peur-heñvel o tenna, darn da oadvez an armou hag ar binviou e maen lufret, darn all da oadvez an armou arem. Evit an ergerziou o dije graet Phenikianed an Azi da vengleuziou staen Breiz-Veur, n’ez eus anezo nemet huñvreadennou diouanet diwar dreuz-sklaerderiou e spered gouizieien-zo eus an XIXet kantved. Dre gant ha kant a beziou-micher dastumet war aodou ar mor Kreizdouarek ez anavezomp mat bremañ traezou-kenwerz ar verdeidi phenikian, ha n’ez eus bet kavet tra biskoaz a gement a vije a zoare gant an traezou-se nag en Arvorig, nag en Iwerzon, nag e Breiz-Veur.