Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
notennou diwar-benn ar gelted koz

En enep, ar c’heltieg a zalc’has da veza komzet war an douar-bras gant meur a rummad-tud war-lerc’h an hini en doa gwelet, e kement rannvro, donedigez ar Romaned. Er Spagn, evito da veza e dalc’h ar Romaned hag en-dro d’ezo poblou iberiat stankoc’h egeto, ar Gelted a vanas pell amzer stag ouz o yez. Savet e veze c’hoaz, er c’henta kantved kent H. S., kêriou hanter-geltiek o anoiou : Caesarobriga, Augustobriga, Juliobriga, ha mein-bez an hevelep mare a zo warno anoiou keltiek paotred ha merc’hed latinaet an distera : Ambatus (Ambaxtos), Ambata (Ambaxta), Pintamus (Pintamos), Tritius (Tritios), hag all.

En Italia, etre ar Bodinkos hag an Alpou, ar c’heltieg a chomas beo pell amzer ha, betek war-dro ar bloaz 90 kent H. S., an darnvuia eus Kelted ar vro-se a vire c’hoaz gwiskamantou, braoigou hag armou tud o gouenn, dreist-holl ar c’hleze-meur houarn. Gallet e voe her gwelet anat diwar ar furchadennou graet e beredou an amzer-se.

E rannvro an Danuvios, e-pad ar maread roman en e hed, ar mein-bez warno anoiou keltiek paotred ha merc’hed a ziskouez splann e talc’has ar c’heltieg da veza komzet eno war eun dro gant an illirieg hag al latin.

En Azia-Vihana, er IVet kantved goude H. S., ar Gelted a gomze war eun dro ar c’heltieg hag ar gresieg.

Er c’henta kantved eus hon amzervez kristen, er bloaz 98, e-touez ar C’hermaned, er vro hec’h ano hizio Silezia-ar-C’hreisteiz, e oa eur boblad, ar Gotined (Kotini), o komz ar c’heltieg.

D’an hevelep mare e oa c’hoaz Galia eur vro keltiek-tre dre he yez hag he stummou. Er bloaz 50 kent H. S., Kaesar, c’hoantek da staga outañ e-unan Kelted ar vro-se, en doa lezet ganto o douarou, o c’hêriou, o lezennou hag o renerez. Mirout a reas ouz kement a c’hallje anoazi tud hêr ha taer ha ne savas ket zoken a warnizonou soudarded en o zouez. A-hend-all e kargas an noblañs keltiat a ditlou hag a enoriou. En distro e roas ar Gelted d’ezañ eur skoazell galonek er brezeliou en doe d’ober da zont da vestr war Roma.

Da heul maro Kaesar e voe trôet pep tra. E 36 kent H. S., e voe staget da reizenni Galia diouz giz Roma ha ne voe ket kaset ar reizenni-se da benn hep stourmadennou taer (eus ar bloaz 36 d’ar bloaz 29 kent H. S.). Daoust ma oa trôet penn da veur a dra a-benn neuze ha ma oa bet dreist-holl lamet o armou digant ar pobladou, ar spered keltiek, ar yez hag ar giziou koz a vanas kreñv-kenañ, betek e-touez an noblañs,