e-doug kenta kantved an amzervez kristen hed-ha-hed. Er bloavez 21, e voe eur stourmadenn renet gant eur C’helt a ouenn uhel, anvet Sagroviros (Sakrovir e latin) ; e 68 eur stourmadenn all, bleniet gant eun uheliad c’hoaz, anvet Vindex ; e 69 dispac’hadeg koueriaded renet gant eun den a renk izel anvet Marikkos. Stourmad bras 69-70 a voe ar grevusa hag, e-pad eur pennad amzer, e voe Galia hogos distag diouz Roma dindan an ano a « Impalaerded Galia ». Diweza strivadenn Kelted ar vro-se da glask en em zivazyeoa a voe hounnez. E-pad ar c’hantvedou war-lerc’h ez ejont war en em latinaat, dre ma kolle pep remziad eun dra bennak eus an herez koz. Er IVet kantved koulskoude e komzed c’hoaz ar c’heltieg war ar maez e bro an Drevired (biz-reter Galia).
Sujidigez Enez-Vreiz. — Enez-Vreiz a oa bet ergerzet meur a wech gant brezelerien geltiat. Ar c’henta ergerz a zegouezas marteze en Xet kantved kent H. S., a voe hini ar C’houezeled, d’ezo eun eil-yez en he stumm hec’h-unan a zeuas da veza an iwerzoneg [1]. An diweza a voe hini ar Velged, en IIet kantved kent H. S. Ha degemeret a reas Breiz, etre an daou rumm ergerzerien-mañ, trevadegou all o tont eus Galia ? — A c’hellfe beza. An anoiou disheñvel a zougas eus an Xet d’ar c’henta kantved kent H. S. Albio [2]. Qretanis, Pretanis [3], Brittia, a verk marteze ken lies a vestroniadur
- ↑ N’eo ket sur, tamm ebet, e vije bet an iwerzoneg dishenvel diouz ar brezoneg en Xet kantved kent H. S. A zo kaeroc’h ! ar c’hontrol eo a zo gwirhenvel ! Kelennadur Jozeb Loth, em eus bet tro alies d’her c’hlevout digantan er gweladennou a rean d’ezan e Pariz eus 1911 da 1920, a oa heman : er Ia kantved kent H. S. e tlee beza an diou yez nes a-walc’h an eil d’eben, d’an iwerzonegerien ha d’ar vrezonegerien d’en em glevout kuit a jubennourien. Peurhenvel e tlee beza an diou yez, eur wech laket er-maez ar rummad geriou ma oa aet enno ar q gouezelek da p e brezoneg : *qennos, *maqos, *eqos, h.a., e brezoneg pennos, mapos, epos. Kement a anavezan eus stummou kosa ar gouezeleg hag ar brezoneg am laka da gredi eman ar wirionez gant Jozeb Loth penn-da-benn. Diziazez ha faos pez a lavar F. Lot, war Les Invasions germaniques, 1935, p. 295 (M. M. 15-5-1943).
- ↑ Albio a vije aet da *Elvez e brezoneg. Kenveria Elven, diwar Albanus. Gwelout J. Loth, Noms des saints bretons, in fine.
- ↑ Aet da gembraeg Prydain « Preden ». Eus ar ger-se e oa bet tennet an ano-pobl *Qretani, *Pretani (unander *Qretanios, *Pretanios), a veze graet gant Iwerzoniz eus ar poblou anvet Pikted gant ar Romaned. Ar Bikted a zo bet tremenet tro-ha-tro da rakkeltiegerien, da ouezelegerien, da vrezonegerien gant ar ouiziegez-vreman. An enklaskou diweza o deus laket diarvar e oa anezo gouezelegerien, nemet rummadou Brezoned a zo bet o veva en o zouez, dreist-holl en izeldiriou, a-hed glannou stêriou Klud ha Forz. Ahendall, gwirhenvel eo ez eo aet ar meneziou, diouz tu an hanternoz, da vinic’hi evit kosa annezidi ar vro. Eun dra da evesaat outi eo n’o deus biskoaz ar Vrezoned tennet eus Preden eun ano brôadel evito o-unan. (M. M. 15-5-1943).