bet ragaozet eus a-bell gant ar Romaned ; diwar ar bloaz 121 o doa gounezet da vignoned an Aedued, unan eus galloudusa poblou Galia. Setu amañ ar pep pouezusa eus darvoudou an aloubadenn vrudet-se : — E 58, brezel ouz ar C’hermaned, brezel ouz an Helveted. — E 57, brezel ouz ar Velged. — E 56, brezel ouz Arvorigiz hag Aquitaniz. — E 55 ha 54, argadennou e Germania hag en enez Vreiz. — E 53, stourmadennou e Galia. — E 52, stourmadenn Kelted Galia a-bez dindan renadur Verkingetorix ; seziz Alesia. — E 51, Kaesar a beurvoug ar stourmad. — E 50, reizenni a ra pep tra e Galia ha, dre e lealded hag e guñvelez, e klask tenna ar Gelted diouz e du.
War-dro ar mare ma c’houneze Kaesar Bro-C’halia, an Daurisked, da lavaret eo Kelted menez Tauros (e sav-heol aradennad an Alpou), hag a oa bet anezo pell amzer eur rouantelez c’halloudus oc’h ober al lezenn war an Danuvios, a voe trec’het gant an Daked. An douarou eus Pannonia ma oa deut ar Voged da chom warno a voe didudet ha trôet en eur gouelec’h.
Er bloaz 34, ar Skordisked, d’ezo ar vro etre ar Savos izela ha menez Skordos, a zo bazyeoet gant ar Romaned.
Dindan an impalaer roman Augustus (20 vloaz kent H. S. — 14 vloaz goude H. S.) e peursujas ar Romaned meuriadennou-zo eus an Alpou, keltiek pe damgeltiek, a oa bet lezet betek-hen en o frankiz, hag ec’h aloubjont bro ec’hon an Daurisked (15-9 kent H. S.). Ober a rejont anezi meur a brovins : Vindelikia, Raetia, Noricum, Pannonia.
Da rei da viken koun eus an trec’hiou-se an impalaer Augustus a reas sevel el lec’h ma tiskenn aradennad an Alpou da gaout glann ar mor Kreizdouarek, eur mell arouez-meur, anvet « arouez-trec’h an Alpou », e oa engravet war ar mein anezañ anoiou ar poblou trec’het [1]. Diwar neuze ne voe ken a Gelted dishual war an douar-bras.
Petra a c’hoarvezas eus Kelted an douar bras. — Lavaret ez eus bet alies-alies ec’h ankounac’has buan-buan Kelted an douar-bras o yez hag o giziou, d’en em romanaat. Kreski an traou n’eo ken.
- ↑ Tropaeum Alpium a veze graet gant ar Romaned eus ar c’houn-trec’h-se. Eur savadur ramzel e oa a zo bet kavet an dismantrou anezan etre Monako ha Villafranka, el lec’h anvet La Turbie, departamant an Alpou arvorek. Gwelout Cagnat ha Chapot, Manuel d’archéologie romaine, I, 1916, p. 268, ha sk. 138, p. 269.