Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
notennou diwar-benn ar gelted koz

— E 196 pe 193, diskaridigez rouantelez keltiek Tula gant an Dhraked en em savet ;

— E 189, trec’hidigez Kelted Azia-Vihana gant ar Romaned. Ar re-mañ, trugarezusoc’h e pellvro eget en Italia, a lezas gant ar C’halated o douarou hag o frankiz ha ne c’houlennjont diganto droukkinnig ebet. Er bloaz 24 kent H. S. hepken, e voe lakaet ar C’halatia da « brovins » roman ;

— E 129, aloubidigez gant ar Romaned eus Illiria, e-lec’h ma veve kichen-ha-kichen meuriadou keltiek ha meuriadou illiriek.

— E 125-122, trec’hidigez gant ar Romaned eus ar meuriadou keltiek ha damgeltiek a veve e gevred Galia, etre an Alpou hag ar Pireneou. Lakaet e voe o bro da brovins roman ha diwar neuze e c’hellas ar Romaned kaout darempredou dre zouar gant ar Spagn.

— E 110, kenta argadenn ar C’hermaned e Galia. Ouz he ober e oa diou bobl anvet gant ar Gelted Kimbri (Kimbros, « ribler » e keltieg koz) ha Teutoni. Ar ger diweza-mañ e oa marteze an ano hen-c’hermanek Theudanos, « ar roueed », lavaret er stumm keltiek. Treuzi Galia, ouz he gwasta dre ma ’z aent, ne reas ken an diou boblad-se. Degouezet er C’hreisteiz e voent flastret gant ar Romaned.

Er c’henta kantved kent H. S. e talc’has war wasaat argiladenn ar Gelted.

Etre ar bloaveziou 100 ha 60, ar Voged [1], e oa en o c’herz douarou an Albis uhela, hag o doa er bloaz 114 dizarbennet argadenn ar Gimbred, a zo peurdrec’het gant ar C’hermaned, ha ret d’ezo treiza an Danuvios ha mont da chom er Bannonia. Ar vro a zilezent e vanas stag outi o ano : c’hoaz er Ia kantved goude H. S., e veze graet Boiohaemum anezi (bremañ Bohemia, Bohmen).

War-dro an hevelep amzer, broad vrezelgar ar Vastarned, a oa o veva er c’hompezennou bras etre an Danuvios izela hag an Turas (Dniester), a voe kannet gant an Daked, pobl dhrakiad, ha kêr c’hresian Olbia, e genou an Turas, a voe distrujet.

Eus 58 da 50 e voe aloubet Galia gant armeou roman dindan renadur Iulius Kaesar. An aloubadenn-mañ a oa

  1. Bogii, Boii, unander Bo(g)ios, e keltieg koz. A vije aet da vrezoneg *Boe.