rannvro dalc’het gant ar Senoned, o doa o zadou kemeret Roma, a zo argadet gant an armeou roman, an holl wazed a zo lazet, ar merc’hed hag ar vugale gwerzet evel sklaved hag an douar staget ouz douarou ar Romaned. E 228 ec’h adkrog ar brezel etre Kelted ha Romaned ha ne baouez nemet e 192, peurflastret Kelted Italia. Skrijus e oa bet an emdag ha diniver ar c’hrogadou. Ar penvrezelour karthadat Hannibal, unan eus brudeta brezelourien an Hen-amzer, degouezet en Italia d’en em ganna ouz ar Romaned, en doa roet d’ar Gelted eur skoazell eus ar frouezusa ha lakaet e oa bet gantañ Roma en argoll (eus 218 da 203). Padal bannielou-erer ar Romaned a voe trec’h ha, pa zeuas ar peoc’h en-dro, meur a vroad keltiek ne oa anezo ken nemet bugale ha kozidi.
E-doug an IIIet kantved eo e stagas ar C’hermaned da astenn o beli war an douarou etre an Albis hag ar Rênos. N’ouzomp doare ebet eus ar brezeliou a savas neuze etre Kelted ha Germaned. Kement a c’hellomp lavarout eo e voe tenn ha gorrek trec’hadenn ar C’hermaned. Er c’henta kantved kent H. S., eur bobl keltiek, ar Volked [1], « brudet dre he furnez hag he c’hadarnded », a oa c’hoaz en he dalc’h ar rannou frouezusa eus ar vro meneziek ha koadek anvet e keltieg Arkunia pe Erkunia [2].
An eil kantved, en doa gwelet sujidigez Kelted Italia (192) ha Kelted ar Spagn (133), a welas ouspenn :
- ↑ Volkas e keltieg koz, unander Volka. Kenveria an ano-gwaz Katuvolkos, an ano-maouez Volkeia (Rev. celt. 1901, p. 367), ha marteze ar c’hembraeg-breman gwalch « falc’hun » diwar reiz, ha « brezelour-dreist » diwar henvelidigez. Evit o aet da a (mar deo e gwirionez gwalch andoniet e volko), kenveria a aet da o e vassos « gwaz » (a zo diwarnan ar galleg krenn-amzeriek vassal), brezoneg *gwos (a zo anezan e kenta kevrenn ar ger diougevrennek goskor, stumm reiz an distresadenn wenedek koskor), iwerzoneg fos (a c’houlennje en e ziagent, evel *gwos, eun eil-stumm hen-geltiek *vossos).
- ↑ Kenveria ar c’hembraeg-breman erchynu « sevel, goursevel (dreist-sevel) ». Ouspenn Erkunio hag Arkunio, e lenner Orkunio e skridou an Hen-amzer. En iwerzoneg, ar c’hentger er « meurbet, tre » a zo d’ezan eur stumm-all : aur (Rev. celt. 1890, p. 219). An eil gevrenn kuno « uhel » a zo deuet da vrezoneg kon, en anoiou-tud Konan, Konveur (Kunomaros). Ouz Erkunia, Arkunia, Orkunia, kenveria Arkuna « Argon », meneziad-koadou e Reter-Galia, l’Argonne e galleg, Rev. celt. 1904, p. 107. Er a zo anezan en *erminos « eruhel, uhel-meurbet ? ». Erminius mons, Erminion oron a veze graet e Luzitania eus an aradennad-veneziou anvet breman Serra da Estrella, Rev. celt., VI, p. 482-3.