dro kalvez, aremour, gov, soudard, telennour, barz, danevellour, sorser, mezeg ha boutailher.
Micherourien-zo a oa d’ezo, e-touez an doueed, difennourien diouto o-unan : Ogambios, ar c’hampion kalonek evit ar soudarded ; — Gobanniu, ar gov-doue, evit ar vicherourien-houarn. Hemañ, war a lavared, en dije gounezet, ar c’henta, ar mengleuziou eus ar menez a voe anvet diwezatoc’h en iwerzoneg Sliabh an iairn « Menez an houarn », e gwalarn an enezenn. Ar c’hoved a oa d’ezo ivez eur warezourez e-touez an doueed : Brigenti, merc’h Dagodêvos, unan eus brasa doueed Iwerzon. Ouspenn m’edo govez, e oa Brigenti barzez ha doktorez ; sellet e veze, gant-se, evel o fatronez gant ar varzed hag ar vezeged.
War o deus kredet eun nebeut Iwerzoniz, e vije bet teir c’hoar anvet Brigenti, doueezed o zeir ha merc’hed Dagodêvos : unan a vije bet veleta « diouganerez ha barzez », an eil a vije en em rôet d’al louzaouerez, an deirvet he dije goveliet houarn. E rannou-all eus ar bed keltiek, e lec’h e veze azeulet Lugus, ez eus bet krouet, heñvel eo, meur a zoue, d’ezo an hevelep ano, breudeur moarvat hag o ren pep a vicher disheñvel : daou engravadur eus an oadvez kelt-ha-roman, kavet an eil er Suis, el lec’h ma save Aventikon ar Gelted, egile er Spagn (graet e oa bet hemañ diwar goust kereourien kêr geltiek Uxama) a zoug ano an doueed Lugoves (liesder hen-geltiek eus Lugus).
Al labouradegou. — Furchadennou an amzer-mañ o deus degaset d’ar goulou roudou meur a hini eus goveliou ar Gelted, anat a-walc’h darn anezo evit ma vije aes o adsevel dre ar spered. E 1906, e Bro-Vagyar (Hongaria), e voe dizouaret eur c’hovel-voneiza keltiek eus dibenn an IIet kantved kent H. S. Dismantrou eul logig koad e oa hag ennañ meur a bez-moneiz arc’hant diouz skouer peziou roueed Vakedonia, c’houec’h genn-moneiza o doa talvezet d’o skei, hag eun niver binviou arem hag houarn : moulou d’ober spilhou-alc’houez pe lagadennou, anneviou, morzoliou, geveliou, kaoteriou, ornaduriou arem diouz doare an Ten, hag all. War a greder, e oa al logig-se, neket eur c’hovel-voneiza ar roue, hogen ti eur moneizer en e dra e-unan.
E Bro-C’hall, ar furchadennou, graet diwar ar bloaz 1865 war lec’hiadur Bibrakt, o deus dizolôet roudou meur a labouradeg houarn, arem pe brigwer. Dre ar c’havadennou-se hon eus tizet anaout penaos e oa stummet eur gêr a ijinerez